From Wikipedia, the free encyclopedia
Mouladurioù Hor Yezh a zo un ti-embann brezhonek e Kemper. Daoust d'e anv eo distag a-grenn diouzh ar gelaouenn Hor Yezh hag embannadurioù homañ.
Tachenn obererezhioù | embann levrioù |
---|---|
Stad | Frañs |
Furm lezenn | declared association |
Sez sokial | Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h |
Krouet e voe e 1980 gant Per Denez a oa c'hoazh d'an ampoent rener ar gelaouenn Hor Yezh a oa bet krouet e 1954, met distag e oa diouzh ar gelaouenn, ha bremañ eo distag a-grenn an daou di-embann. Darn eus al labour pleustrek a zo bet graet gant Yann ha Tereza Desbordes a voe o chom asamblez e Lesneven hag e Kemper emañ staliet an ti-embann ez-ofisiel.
An darn vrasañ eus ar 150 bennak a levrioù embannet a zo levrioù lennegezh: romantoù, danevelloù, barzhonegoù (e-barzh ar gelaouenn Skrid deuet da vezañ un dastumadeg diabarzh e-pad ur pennad ha deuet da vezañ un ti-embann distag bremañ a-gevret gant Barn), un nebeud buhezskridoù, 1 levr da zeskiñ brezhoneg ha geriadurioù yezh.
E mareoù kent an ti-embann e veze liesskrivet al levrioù war ur mekanik-skrivañ elektronik. Tamm-ha-tamm eo bet gwellaet neuz al levrioù a-drugarez d'ar yalc'hadoù publik.
Ur pouez bras en deus obererezh Mouladurioù Hor Yezh p'o deus embannet hag adembannet koulz lennegezh vrezhonek Gwalarn hag an hini a zo bet embannet goude ar bloavezhioù 1960. Klasket o deus embann troidigezhioù diwar al lennegezh e yezhoù estren, (barzhoniezh gresianek modern ha lennegezh sinaek).
Anna ar Beg a ra war-dro ar gwerzhañ levrioù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.