From Wikipedia, the free encyclopedia
An Naiadezed (e henc'hresianeg Ναιάδες / Naiádes pe Ναίδες / Naídes pe Νάιτιδες / Náitides eus νάειν / náein, « berañ ») a oa nimfezed, pe doueezed a eil renk, hag a veve en dour, er feunteunioù hag er stêrioù, hervez mojennoù Hellaz kozh. Kehelet e vezent dre ma oant merc'hed da Zeus, pe d'an doueed-stêr, pe da Okeanos, hogen war ar maez hepken. Niverus e oant eta, hag anaout a reer anvioù un nebeud anezho.
Kinniget e veze givri hag ein dezhe, laezh ha frouezh ha bleunioù a veze lakaet war o aoterioù. Livet e vezont evel merc'hed yaouank koant, diwisk a-walc'h, pe gant plant en o blev.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.