Nimfezed
anv hollek a rae tud Henc'hres eus doueezed an natur, ar mor, an dour, ar c'hoadoù, ar menezioù, ar saonennoù, ar reier, ar c'hevioù From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An nimfenned pe nimfezed (henc'hresianeg : νύμφη, nýmphē) eo an anv hollek a rae tud Henc'hres eus doueezed an natur, ar mor, an dour, ar c'hoadoù, ar menezioù, ar saonennoù, ar reier, ar c'hevioù. Merc'hed yaouank eus ar re gaerañ e oant, atav noazh pe hanter diwisk, merc'hed da Zeus pe da Ouranos (an Oabl) anezho.



Ganet e oant eus an andonioù a zeue eus ar glav skuilhet gant mestr an doueed.
Stag int ouzh ul lec'h pe un doue bennak (Dionysos, Hermes, Pan) ha pa vez ouzh un doueez e vez kentoc'h ouzh Artemis. Alies e vez satired war o lerc'h.
Alies ivez e vez meneget dimeziñ un nimfenn ha hini ur penn-lignez bennak en deus roet e anv d'ur bobl.
Remove ads
Perzhioù an nimfezed
Hervez tud Hellaz kozh o devoa galloud da strujusaat dre veskañ an aer hag an dour hag ar c'hoadoù. Madelezhus e oant ouzh an natur hag ouzh an dud. Gwareziñ a raent an dud yaouank a yae da gouronkañ da feunteunioù zo, da vezañ glanaet evit genel bugale.
Perzhioù all o doa c'hoazh : diouganerezed e oant, lavarout a raent d'an dud klañv pe da vat pe da fall e troje o chleñved ; gouest e oant da reiñ, d'an dud a eve dour sakr o eien, c'hoant d'ober traoù kaer ha soñjoù uhel ; pareañ a raent kleñvedoù zo gant an dour-se ivez.
Niverus e oant, ha renket e vezont e meur a rumm.
- An Nereidezed a oa er mor
- An Naiadezed a oa er stêrioù
- An Driadezed a oa en dervennegi
- An Alseidezed er brouskoadoù
- An Oreadezed er menezioù
- An Hamadriadezed er c'hoadoù
- An Napeezed er saonennoù
- Ar Meliadezed er gwez-onn
Er mojennoù en o gweler o karout doueed pe tud, o c'henel harozed, hanter doueed, gourdadoù an dud. Boudiged an Henamzer int.
Remove ads
Livadurioù
- Nymphs by a Fountain, gant Peter Lely (e-tro 1655)
- Nimfenn o kousket ha bugul o sellet, gant Angelica Kauffman (e-tro 1780)
- Nimfenned, gant Francesco Hayez (1831)
- Nimfenned, gant Carl Spitzweg (e-tro 1855)
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
