Nechtan nepos Uerb
From Wikipedia, the free encyclopedia
Nechtan nepos Uerb a oa roue ar Bikted etre 597 ha war-dro 620. Krediñ a reer e c'hallfe bezañ ar memes den evel Neithon Alt Clut, a vije bet war un dro roue ar Bikted ha roue Brezhoned Alt Clut[1].
Hervez Kronik ar Bikted e renas e-pad 20 pe 21 bloaz. Hogen, goude ma kaver e Bloazdanevelloù Tigernach e varvas Gartnait, ar roue pikt en e raok, e 597, ne gaver mann fraezh diwar-benn e hini. Eñ marteze eo an Nechtan mab da g-Canu a zo meneget e Annaloù Ulaid evit ar bloaz 621.