From Wikipedia, the free encyclopedia
Ortensia Mancini (Roma, 6 a viz Even 1646 - Chelsea, 2 a viz Gouhere 1699), pe Hortense Mancini goude e galleg, a zimezas da Armand Charles de La Porte de La Meilleraye, a voe dugez Mazarin adal 1661. Nizez e oa da Jules Mazarin hag anavezet eo evel unan eus ar merc'hed lesanvet ar Mazarinettes.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Hortense Mancini |
Anv-bihan | Hortense |
Anv-familh | Mancini |
Titl noblañs | dug |
Deiziad ganedigezh | 6 Mez 1646 |
Lec'h ganedigezh | Roma |
Deiziad ar marv | 2 Gou 1699 |
Lec'h ar marv | Chelsea |
Doare mervel | Emlazh |
Lec'h douaridigezh | Collégiale Saint-Laurent de Rozoy-sur-Serre |
Tad | Michele Lorenzo Mancini |
Mamm | Geronima Mazzarini |
Pried | Armand Charles de La Porte de La Meilleraye |
Kompagnun(ez) | Nils Banér, Charlez II (Bro-Saoz) |
Bugel | Marie Charlotte de La Porte de La Meilleraye, Paul Jules de La Porte |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | skrivagner |
Lec'h labour | Frañs, Roma, Izelvroioù, Chelsea |
Deroù ar prantad labour | 1666 |
Dibenn ar prantad labour | 1699 |
Merc'h e oa da Geronima Mazzarini ha d'ar baron Michele Mancini.
D'ar 1añ a viz Mae 1661 e voe dimezet diwar urzh hec'h eontr kardinal, ha hi 14 vloaz, da dug La Meilleraye, unan eus pinvidikañ gwazed Europa, war an diviz ma kemerje hennezh anv ha skoed Mazarin. Setu ma voe anvet da zug Mazarin, dug Mayenne, priñs Château-Porcien, kont Ferrette, Belfort, Thann ha Rosemont, baron Altkirch, aotrou Issenheim ha markiz Guiscard. Pa varvas ar c'hardinal ur pennadig goude e c'hallas lakaat e zorn war pikol hêrezh e wreg, gant ar Palez Mazarin hag an oberennoù arzel niverus a oa ennañ.
Hortense, yaouank, buhezek ha skañvbenn, a gare ar bed, gwazed e-leizh en-dro dezhi ; dug Meilleraye a oa pizh ha leun a warizi, deol, gouez, hag a redie anezhi da chom pell diouzh Pariz, kêr-benn ar sevenadur.
Gant he fried e chome er Grand-Logis e Mayenne.
Hortense a reas he soñj a-benn ar fin da guitaat he fried, gant skoazell he breur Philippe, dug Nevers, a pourchasas kezeg ha gwarded dezhi da vont da Roma, m'he doa c'hoant da vont da-gaout he c'hoar Maria Mancini, dimezet d'ar c'honestabl Colonna.
D'an 13 a viz Mezheven 1668 e voe an dec'hadenn.
He fried, a oa o prosezañ ouzh e wreg, a savas klemm ouzh dug Nevers p'en devoa skoazellet an dec'herez, hag aotre en doe da lakaat herzel anezhi. Dipitet e oa Hortense o welout ar bec'h a roe d'e diegezh, a skrivas d'he fried d'e bediñ da bardoniñ, a lavaras e oa prest da zistreiñ, da vezañ sentus, met eñ a respontas e rankje da gentañ tremen daou vloaz er gouent.
Pevar bugel o doe :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.