Roma
kumun Italia From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Roma (italianeg Roma), pe Rom[1], eo kêr-benn rannvro Lazio hag hini Italia. Emañ war ar stêr Tiber, nebeutoc'h evit 22 km diouzh ar Mor Kreizdouar. Lesanvet eo Ar Gêr war ar seizh torgenn (Aventino, Celio, Capitolio, Esquilino, Palatino, Quirinale ha Viminale) pe ar Gêr beurbadus. Eno emañ ar Sez Santel (Sez sant Pêr), unan eus kêrioù-penn ar gristeniezh. Kêr-benn div stad eo eta. Sez Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (ABG) eo ivez.
Hervez ar vitologiezh roman e teufe anv ar gêr diwar hini he diazezer, Romulus. Bloaz an diazezadur a vefe bet -753 hervez ar vojenn, deroù an deiziadur roman resisaet dre an dro-lavar latin ab Urbe condita, « adal diazez ar Gêr ». A-drugarez d'an arkeologiezh ez eus bet diozolet e vije bet unvanet tamm-ha-tamm un nebeud kêriadennoù savet war an torgennoù er mare-se hag a vefe deuet da vezañ Keoded Roma. Henroma zo anavet da gentañ evel ur geoded vihan dindan levezon an Etrusked ha renet gant unan anezhe. Goude dibenn ar rouantelezh e Roma e kresk ar Republik roman betek mestrañ ar pep brasañ eus ar broioù en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dont a ra Roma da vezañ penn an Impalaeriezh roman diwezhatoc'h ha goude-se eus Impalaeriezh roman ar C'hornôg betek 476. Roma a zalc'has goude-se ur roll a-bouez en Istor Europa dre ma oa sez galloud ar babed.

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Evit implijoù all, gwelet Rom (disheñvelout).
Remove ads
Keoded ar Vatikan (ar Sez santel)
Abaoe 1922 ez eus ur Stad eus Keoded ar Vatikan (anv ofisiel) e lec'h ma kaver ar melestradur Stad hag ar Sez santel (italianeg : la Santa Sede), hemañ sez melestradur an Iliz katolik. Un enklozadur eztiriadel eo. Aze emañ ar pab, penn Stad ha penn speredel an Iliz katolik roman ha e velestradurezh kreiz. E tiriad Keoded ar Vatikan e kaver Iliz-rouanez Sant-Pêr Roma hag un niver bras a savadurioù gant ur voger en-dro dezho, ha plasenn sant-Pêr, er-maez ar voger. Un nebeud savadurioù all e Roma a zo staget ouzh ar Vatikan (ar seizh iliz-rouanez pennañ, da skouer). N'eo ket iliz-rouanez Sant-Pêr-ar-Vatikan iliz-veur Roma. Iliz-rouanez Sant-Yann-al-Lateran an hini eo.
Ar pirc'hirinaj da Roma a zo unan eus ar re bouezusañ evit ar gatoliked gant hini Jeruzalem hag hini Santiago de Compostela. Priziet eo ober Tro ar seizh iliz, da lavaret eo Sant-Pêr ar Vatikan, Sant-Yann-al-Lateran, Santez Maria-ar-Vrasañ, Sant-Paol-er-maez-ar-mogerioù hag an teir iliz-rouanez vihanañ.
Remove ads
Monumantoù roman
E Roma e c'heller gwelet meur a vonumant (ilizoù e-leizh), meur a virdi ha meur a lec'h heverk. Gevellet eo gant Pariz, ar gêr ar muiañ gweladennet er bed ha goude e teu Roma gant 10 milion a weladennerien bep bloaz. Amañ dindan e vez renablet ar monumantoù hag ar mirdioù pennañ.
Henroma
- Bolz-enor Kustentin
- Bolz-enor Titus
- Kolize
- Forom roman ha Foromoù impalaerioù
- Capitolio ha mirdioù ar C'hapitol
- Kibelldioù : kibelldioù Caracalla, kibelldioù Diokletian
- Panteon
- Ara Pacis Augustæ (Aotel ar Peoc'h savet gant Aogust)
- kevioù-beziañ
- Circus Maximus
- monumantoù ha lec'hioù hengristen
Remove ads
Poblañsouriezh
Da 2 759 242 a dud a save ar boblañs d'an 31 a viz Gouere 2022[2].
Tud dibar
- Sant Almachus, merzheriet dindan ar prefed Alipius
- Serafino Dubois, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian, a zo bet ganet e Roma
- Santez Martina, gwerc'hez, merzheriet dindan an impalaer Aleksandr
- Milena Miconi, aktourez
- Hugh O'Flaherty, beleg iwerzhonat ha stourmer a-enep an Nazied e Roma.
- Antonio Sacconi, mestrc'hoarier echedoù italian, a zo bet ganet e Roma
- Stefano Tatai, mestrc'hoarier echedoù italian, a zo bet ganet e Roma
- Gaia Zucchi aktourez
- An Tregont merzher war Via Appia, dindan an impalaer Dioklesian
Remove ads
Liammoù diavaez
- ItalyGuides.it: Rome Italy Interacitve Google map, free audio guides (mp3/iPod), 360° panoramas and pictures of Rome (ita/ing)
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads