Roll pennrannoù Kangxi
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kavet e vo amañ roll an 214 pennrann pe alc'hwez bet renablet e 1716 e geriadur Kangxi, en urzh an niver a linennoù gant un nebeud skouerioù eus lunioù ma kaver anezho. Mar plij, lennit ar pennadoù sinalun (lunioù sinaek) ha pennrann lunioù ar sinaeg evit tapout muioc'h a ditouroù diwar-benn an doare da implijout ar pennrannoù-se e sinaeg
Sinalunioù (lunioù sinaek) en o skritur hengounel pe eeunaet gant o zreuzskrivadur pinyin zo war ar bajenn-mañ. Sellit ouzh ar skoazell war Unicode pe testit o merdeer ma ne welit ket anezho fraezh. |
Skritur |
---|
|
Yezhoniezh |
|
All |
Skoazell evit kodañ |
Bodet eo bet stummoù disheñvel ar pennrannoù diouzh an ezhomm (da sk. 47. 巛川) pe rollet int bet war div linenn ma'z int disheñvel-tre (da sk. 64. 手 ha 64'. 扌). Lakaet eo bet ar stummoù eeunaet war-lerc'h ur veskell (/) (da skouer, niverenn 187: 馬/马). Diskouezet eo skouer pep lun gant e arouezennoù hengounel.
Ken klasel eo deuet ar roll-mañ da vezañ ma ne vez mui roet, a-wechoù, nemet niverenn ar bennrann. Da skouer, un daveenn d'ar bennrann 189 hep muioc'h a ditouroù a dalvez 高.
Evit ar pennrannoù a-vremañ, gwelet Roll 189 pennrann vodern, ha Roll 227 pennrann vodern (daou rummad all nevesoc'h).