Sant Titus
From Wikipedia, the free encyclopedia
Sant Titus[1], pe Tituz[2] pe Titoz[3] pe Tit (hervez un toullad yezhoù all[4]) e brezhoneg, a oa unan eus ar c'hentañ eskibien gristen er Iañ kantved. Da gentañ e voe kompagnun Paol Tars en e veajoù, ha goude eskob Kreta.
Gresian a orin e oa, ha treiñ da gristen, se zo kaoz ne oa ket trodroc'het evel ar yuzevien (Galated 2:3).
Eusebius Kaesarea an hini a lavar e oa Tit eskob Kreta. Hervez an hengoun avat, e oa eskob Gortyna, er c'hreisteiz da g-Knosos, ma'z eus ur benniliz gouestlet dezhañ.