Sawyl Penuchel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Sawyl Penuchel pe Ben Uchel (uhel e benn, lorc'hus), pe Samuil Penissel (izel e benn, uvel) a voe ur roue brezhon a rene e kreisteiz ar Peninoù en hanter kentañ ar c'hwec'hwet kantved. Meneget eo e anv er skridoù kozh, er rolladoù-tiegegezh[1], hag en Triadoù.
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Sawyl Penuchel
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | sub-Roman Britain ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Sawyl ap Pabo ![]() |
Deiziad ganedigezh | 488 ![]() |
Deiziad ar marv | 590 ![]() |
Abeg ar marv | drowning ![]() |
Tad | Pabo Post Prydain ![]() |
Bugel | Sanctan, Asaph ![]() |
Micher | penndiern ![]() |
Karg | legendary king of Britain ![]() |
Present in work | Historia Regum Britanniae ![]() |
Serriñ
Enne e lenner e e oa mab da Pabo Post Prydain, diskennad da Coel Hen. E dad a rannas e rouantelezh etre e vibien. Faezhet e voe gant Angled Bernicia ha ret e vo dezhañ tec'hout da Gembre.
Dimezet e veije bet da Deichter, merc'h Muiredach Muinderg, roue Ulaid hervez un nested iwerzhonat. Ganti en defe bet daou vab : Sanctan, a yeas da eskob Cil-dá-les, hag a ziazezas Kilnasantan e kontelezh Dulenn, ha Sant Madoc Ailither.