From Wikipedia, the free encyclopedia
Skol an Emsav zo ur gevredigezh ha skol vrezhonek, hiziv ur greizenn-stummañ, staliet e kreiz-kêr Roazhon. A-raok ar bloavezhioù 1980 e oa un aozadur broadelour evit ar stourm sevenadurel.
Deiziad krouiñ | 1979 |
---|---|
Diazezer | Tangi Louarn, Youenn Olier |
Merour/rener | Gwenael Dage |
Stad | Frañs |
E tiriad | Roazhon |
Hent | trolec'h Sant-Albin |
Daveennoù douaroniel | |
Lec'hienn ofisiel | https://www.skolanemsav.bzh/ |
Goude merkañ adarre n'eo stag SKOL AN EMSAV ouzh aozadur politikel ebet, eviti da gaout ur ster politikel anat, e kounomp ur wech c'hoazh en diwezh hec'h amkanioù :
1) kreñvaat an emskiant vroadel vrezhon ;
2) krouiñ ur gevredigezh vrezhon nevez ;
3) pourchas d'an Emsav hiziv ha d'ar Stad vrezhon warc'hoazh ar frammoù brezhon o devo ezhomm ;
4) bezañ, evit he ferzh ha dre hec'h emrended hec'h eeun, unan eus aotrouniezhoù speredel ar vroad.
– Imbourc'h niv. 13, 1971, p. 28
Ur greizenn-stummañ a vicher war ar brezhoneg eo, da lavaret eo ur skol da zeskiñ brezhoneg gant kelennerien gopret. Kentelioù-noz, stajoù berr ha stajoù hir a vez kinniget e Bro-Roazhon dreist-holl hag e Sant-Ervlan.
Lena Louarn a oa bet renerez etre 1989 ha 2010. Erlec'hiet e oa bet gant Gwenvael Jéquel betek dibenn 2020. Gwenael Dage eo ar rener abaoe deroù 2021. Ur pevarzek den bennak a vez gopret gant Skol an Emsav.
Er bloavezhioù 1970-1980 e veze embannet kelaouennoù-studi gant Skol an Emsav.
Pa voe digoret skolioù Diwan e voe embannet un toullad levrioù-bugale:
Bremañ e vez embannet levrioù-deskiñ :
Div gelaouenn a vez embannet :
Ur gelaouennig enlinenn a oa bet ivez :
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.