Suzanne Bernard (Troyes, 1893[1]Étampes, 10 a viz Meurzh 1912) a voe ul levierez c'hall.

Fedoù berr-ha-berr
Suzanne Bernard
Thumb
D'ar 1añ a viz Mae 1912
Ganedigezh1893
Troyes
Marv10 Meurzh 1912
Étampes
Broadelezh Gall

MicherLevierez
Serriñ

D'an 2 a viz Gouere 1911 e voe he nijadenn gentañ, a-hed 64 km war bourzh an aervag Aube kaset gant al levier Darsonval. Adalek miz Here e heulias kentelioù leviañ.

D'an 10 a viz Meurzh 1912 e tremenas he breved levierez e nijva Étampes ; mat e oa bet an daou amprou kentañ met en trede, hini an uhelder, e c'hwitas war ur c'horn-tro hag an nijerez Farman III da droidellat kent flastrañ war an douar. War an taol e voe lazhet al levierez yaouank, oadet 19 vloaz hepken[2].

Mard he devije bet he breved en deiz-se e vije bet Suzanne Bernard unan eus an dek levierez kentañ brevedet gant an Aéro-Club de France.

E bered Troyes e voe beziet d'an 12 a viz Meurzh, ambrouget gant un niver bras a nijerien deuet eus Bro-C'hall hag eus broioù all[3].

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.