Ar Brezel Goañv (talvisota e finneg, vinterkriget e svedeg, Зи́мняя война Zímnyaya voyna e ruseg), anavezet ivez dre an anv Brezel Finlandat-Soviedel pe c'hoazh Brezel Rusian-Finlandat, pe Brezel etre Finland hag an Unvaniezh Soviedel, a grogas d'an 30 a viz Du 1939 pa voe aloubet Finland gant an Unvaniezh Soviedel hag a echuas d'an 13 a viz Meurzh 1940 pa voe faezhet URSS.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Anv er yezh a orin ...
Talvisota
Thumb
brezel
Rann eusEil Brezel-bed Kemmañ
Anv er yezh a orintalvisota Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Finland Kemmañ
Lec'hFinland Kemmañ
Heuliet gantbrezel kendalc'h Kemmañ
Deiziad kregiñ30 Du 1939 Kemmañ
Deiziad echuiñ13 Meu 1940 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezMoscow Peace Treaty Kemmañ
PrantadEil Brezel-bed Kemmañ
PerzhiadFinland, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Serriñ
Thumb
Norzh Europa e miz Du 1939[1]
  • ██ Broioù neptu
  • ██ Alamagn hag ar broioù aloubet ganti
  • ██ Unvaniezh Soviedel
  • ██ Broioù neptu gant bazennoù milourel URSS
  • Nebeut amzer goude ma oa bet c'hwitet ar marc'hata etre URSS ha Finland a-zivout sevel un takad nann-milourel evit difenn kêr Leningrad e krogas ar brezel-se.
    Tost-tre d'an harzoù emañ Leningrad, ha re dost neuze betegouzout ma vije taget URSS gant Alamagn an Nazied. Dre an Emglev Molotov-Ribbentrop, al lodenn guzh eus ar gevrat, Finland a oa bet lakaet e domani beli Soviediz.

    Thumb
    Soudard rus skornet lakaet war-sav a-ratozh gant soudarded Finland evit spouronañ Soviediz.

    An Unvaniezh Soviedel a oa bet o klemm evit pakañ lodennoù eus tiriad Finland, evel-se e oa bet goulennet (e-touez traoù all) e vije roet dezhi gant Finland lodennoù tiriadoù war an harzoù en eskemm ouzh douaroù e lec'hioù all. Digarez pennañ Soviediz a oa abegoù surentez, dreist-holl difenn kêr Leningrad, na oa nemet 32 km diouzh harzoù Finland. Darn eus harzoù Finland a oa e-tro da 50 km diouzh Leningrad e gwirionez. Finland a nac'has, ha taget e voe gant nerzhioù lu URSS. Darn eus an dielloù a ziskouez sklaer e oa c'hoant gant an Unvaniezh Soviedel da aloubiñ Finland a-bezh ha da lakaat margodennoù komunour finlandat e penn ar vro. Skrid Emglev Molotov-Ribbentrop zo unan eus ar prouennoù meur eus ar fed-se. Ul lodenn all eus an dielloù a chom amsklaer war ar c'hoant hollveliek-se eus ur Finland Soviedel.

    Nerzhioù Soviediz a oa teir gwech niverusoc'h a-fed troadegiezh evit re Finland. Bez' o doa tregont gwech muioc'h a nijerezioù, ha kant gwech muioc'h a dankoù. An Arme Ruz a oa bet gwanaet a-galz dre spurjoù meur 1937 urzhiet gant Jozef Stalin. Ouzhpenn 30 000 ofiser a oa bet lazhet pe gaset d'ar goulag. Darn anezho a oa ofiserien uhelañ al lu : e 1939, al Lu Ruz a oa bet lakaet e-penn anezhi ofiserien hep skiant-prenet, foeñvour met strizhkredik e Jozeb Stalin.

    Notennoù ha daveennoù

    Wikiwand in your browser!

    Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

    Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

    Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.