Tavañjer
From Wikipedia, the free encyclopedia
Un davañjer (eus ur ger gallek kozh devantier, pe davantier) zo ur pezh dilhad hag a vez gwisket war bruched ha kof an den, ha war-benn dilhad all d'o gwareziñ dre ma c'hallfent bezañ louzet pe drailhet a-hend-all. Ur wech gwisket e vezont skoulmet peurvuiañ, ha graet e vez ar skoulm pe en a-raok pe en adreñv. Lakaet e vezont alies er gêr gant ar re a ra war-dro ar gegin. Tavañjerioù hir ha reoù berr zo.