Tierniezh Sui
From Wikipedia, the free encyclopedia
O ren eo bet an Dierniezh Sui (隋朝 Pinyin: suí cháo, 581-618) e Sina war-lerc'h tierniezhioù ar su hag an norzh hag a-raok Tierniezh Tang. Ganti ez eus bet lakaet un termen da tost pevar c'hantved tabutoù etre renadoù enebet an eil ouzh egile.
Istor Sina | ||||||
3 Enorus & 5 Impalaer | ||||||
Tierniezh Xia | ||||||
Tierniezh Shang | ||||||
Zhou | ||||||
Nevezamzer & Diskar-amzer | Zhou ar Reter | |||||
Stadoù Brezelour | ||||||
Tierniezh Qin | ||||||
Han ar C'hornôg | Han | |||||
Xin | ||||||
Han ar Reter
|
||||||
Teir rouantelezh
|
||||||
C'hwezek rouantelezh
|
||||||
Liao
|
5 Tierniezh & 10 Rouantelezh
|
|||||
Jin
|
Kornôg Xia
|
|||||
Tierniezh Yuan
|
||||||
Republik Sina (Taiwan) | ||||||
|
Savet eo bet an dierniezh Sui gant an Impalaer Wen, pe Yang Jian. E Chang'an ( Xi'an hiziv) e oa he c'hêr-benn. Daoust d'an dierniezh bezañ bet padet nebeut a-walc'h a-benn ar fin eo bet kreñv he levezon war unaniezh norzh ha su Sina ha savidigezh ar Ganol Veur. Meur a lezenn nevez a voe embannet gant an impalaerien Wen ha Yang : ar reizhiad dasparzh an douaroù bet lañset evit lakaat da zigreskiñ an diforc'hioù etre ar re binvidikañ hag ar re baour a zisoc'ho war ul lamm war-raok e-keñver produktivelezh war al labour-douar; kreizennet e voe ar galloud, skoueriekaet hag unanet e oa ar pezhioù moneiz; gwellaet e voe ar surentez hag astennet ar Voger Vras. Broudet ha skignet e voe ar voudaegezh a-dreuz an impalaeriezh en ur unaniñ evel-se pobloù ha sevenadurioù disheñvel Sina.
Alies-kaer eo bet keñveriet an dierniezh-mañ ouzh an diernelezh Qin bet araozi abalamour d'ar perc'henniezhioù tizhet ha d'ar c'hrizder diskouezet. Lakaet eo bet c'hwitadenn brim ar Suied war chouk o goulennoù tirannek war an dud vunud a c'houzañve tailhoù dreistmoder hag an anerioù. Brevet eo bet an nerzhioù labour gant savidigezh ar Ganol Veur -- un taol ijinerezh meurdezus -- ha gant savidigezh raktresoù savouriezhel all evel ar Voger Vras. Gwanaet gant koulzadoù milourel drastus ha koustus a-enep da Gorea e deroù ar VIIvet kantved ez eas an dierniezh d'an traoñ bountet gant un aridennad emsavadegoù pobl, taolioù treitouriezh, ha muntroù.