familh yezhoù From Wikipedia, the free encyclopedia
Un anvadur douaroniel kentoc'h eget yezhoniel eo an anvadur yezhoù barbakoek. Graet e vez gantañ evit renkañ yezhoù komzet e mervent Colombia (departamantoù Cauca ha Nariño) ha norzh Ecuador. N'eur ket sur c'hoazh eo kar ar yezhoù a ginniger renkañ dindan an tog-se ha, dre-se, n'eo ket soliet da vat an anvadur "yezhoù barbakoek". Implijet e vez evit renkañ mesk-ha-mesk yezhoù bev n'int ket bet deskrivet-holl c'hoazh ha yezhoù marv n'ouzer ket gwall dra diwar o fenn, estreget int bet meneget ur mare bennak e mammennoù skrivet ergerzhourien pe skriverien zo.
Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er familh-se peurliesañ :
I. Yezhoù an hanternoz
II. Yezhoù ar c'hreisteiz
Evit doare ez eo da vat an totoroeg, komzet e kumun Totoró ur rannyezh eus ar gwambiaeg.
Lod a renk ar gwambiaeg e-touez ar yezhoù barbakoek; lod all o deus e renket e-touez ar yezhoù nasaek. Sklaer eo bet diskouezet bremañ n'eo ket kar ar gwambiaeg d'an Nasa Yuwe (nasaeg)
^ Moguex a oa bet graet gantañ evel anv all evit ar gwambiaeg a-wechoù. N'eo nemet an anv roet da Wambiaiz gant ar bobl amezek avat (Nasaed pe Paezed).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.