Kolombia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kolombia (spagnoleg : Colombia), ent-ofisiel Republik Kolombia (República de Colombia), zo ur vro e gwalarn Suamerika. Bogotá eo ar gêr-benn anezhi.
Ur vro ec'hon eo, ar 26vet hini er bed, ha poblet gant 47 milion a dud eo, an 30vet hini er bed.
Lies eo orinoù hec'h annezidi : amerindian, europat, afrikan. Brudet eo ar vro evit gounit kafe, bleunioù, emrodez, glaou ha tireoul. Kenderc'her kokain pennañ ar bed eo chomet e-pad pell, a-raok bezañ bet digresket ar produerezh abaoe un nebeud bloavezhioù.
E 1819 e oa bet disklêriet Kolombia dizalc'h diouzh Spagn. Kolombia vraz a vez graet anezhi, rak enni edo Kolombia a-vremañ, Panamá, Venezuela hag Ecuador.
Ur Republik prezidantel eo bremañ. Goude bloavezhioù a feulster eo stabilaet an traoù adalek 2010 war tachenn ar politikerezh.
Remove ads
Tud vrudet
- Fernando Botero, kizeller
- Gabriel García Márquez, skrivagner, Priz Nobel al Lennegezh
- Juan Pablo Montoya, bleiner kirri
- Shakira, kanerez
Stadoù Amerika ar Su


Arc'hantina • Bolivia • Brazil • Chile • Kolombia • Ecuador • Guyana • Panamá • Paraguay • Perou • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
Tiriadoù dalc'het: Georgia ar Su hag Inizi Sandwich ar Su • Gwiana c'hall • Inizi MaloùArc'hantina • Bahamas • Barbados • Belize • Bolivia • Brazil • Chile • Costa Rica • Dominica • Ecuador • Grenada • Guatemala • Guyana • Haiti • Honduras • Kanada • Kolombia • Kuba • Panamá • Paraguay • Perou • Republik Dominikan • Saint Kitts ha Nevis • Saint Lucia • El Salvador • Sant-Visant hag ar Grenadinez • Stadoù-Unanet Amerika • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


