.357 Magnum

From Wikipedia, the free encyclopedia

.357 Magnum
Remove ads

An .357 Magnum zo ur munision deveret eus ar c'halibr .38 Special. Krouet e oa bet e 1934 gant Elmer Keith hag an embregerezh armoù-tan stadunanat Smith & Wesson. E anv metrek zo 9 × 33 mm R. Implijet e vez er revolverioù dreist-holl, er c'harabinennoù a-wechoù met ral-tre eo er pistolennoù abalamour d'ar bourled war e zouilhez a laka anezhañ da vezañ diaes da gambriñ en armoù damaotomatek.

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù, Kalibr ...

Soñjet eo bet evel ur munision liezimplij, evit ar brezelioù, ar polis, ar chase koulz hag ar sportoù tennañ. Ar revolverioù kambret e .357 Magnum a c'hall ivez tennañ munisionoù .38 Special ; an diforc'h etre an daou eo hirder o douilhez, a zo hiroc'h war an .357.

Kevezerezh a zo etre an .357 Magnum hag ar c'halibr .38 Super e bed ar sportoù tennañ.

Remove ads

Un nebeud armoù kambret e .357 Magnum

Pistolennoù

Revolverioù

Liammoù diavaez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads