Munision

From Wikipedia, the free encyclopedia

Munision
Remove ads

Ar munision eo ar pezh a garger en un arm-tan. Ennañ e kaver da nebeutañ ur gargad poultr da gas ur vannadell war-raok, hag ur vannadell pe meur a hini (drajez plom, boled, obuz). Disheñvelaat a raer peurliesañ ar munisionoù armoù-tan hiniennel (dindan 20 mm o c'halibr) diouzh ar munisionoù kanolierezh (a-us da 20 mm).

Thumb
Troc'h un obuz 75 mm, ur munision kanolierezh.

Abaoe eil hanterenn an XXvet kantved e c'hall munisionoù zo bezañ kaset dre o nerzh dezhe (roketennoù, misiloù), hag a-wechoù e c'hallont bezañ heñchet eus al leur pe kavout o hent o-unan. Ar vannadell a c'hall bezañ leuniet a-wechoù gant danvez-tarzh, shrapnel pe produioù kimiek.

Remove ads

Munisionoù an armoù hiniennel

Kartouchennoù an armoù hiniennel rizennet o c'hanol

Ar c'hartouchennoù a vez anvet peurliesañ diwar kalibr o boled pe ar c'hanol gouest da zegemer anezhe, lavaret e milimetroù pe e meutadoù, gant titouroù all war-lerc'h. Savet eo an holl vunisionoù modern er memes mod : skoer an arm a laka an emors a zo e strad ar gartouchenn da darzhañ en ur skeiñ warnañ. An emors a lak goude ar poultr da darzhañ en douilhez. Ar gaz produet a vount ar boled e-maez eus an arm dre ar c'hanol. An douilhez a vez tennet goude deus an arm, pe gant an tenner e-unan a-drugarez d'ur vorailh da skouer, pe gant an arm e-unan pa vez damaotomatek pe aotomatek.

Douilhez

An douilhez a vez graet e laton peurliesañ. Gellet a ra bezañ eeun (evel war kalz kartouchennoù evit an armoù-dorn), pe e stumm ur voutailh (bottleneck) evel war ar braz eus ar munisionoù armoù-skoaz modern. Ur wech tennet ar boled e krog krabanoù an arm en douilhez dre he strad evit kas anezhi er-maez, a-drugarez d'ur bourled (rimmed, evit ar munisonoù koshañ) pe d'ur greuzenn (rimless, munisonoù modernoc'h). Un nebeud munisionoù dezhe ur greuzenn o deus ur gouriz (belted) ivez a-us d'ar strad evit aesaat an adkambriñ.

Thumb
Douilhezoù ur munision skoet e kreiz (.22 LR, a-gleiz) hag ur munision skoet war e dro (9mm Luger, a-zehou). An toullig graet gant ar skoer a weler war pep hini anezhe.

Doare skeiñ ha tarzhadenn

An emors a c'hell en em gavout e kreiz ar strad (evit ar munisionoù skoet e kreiz) pe dasparzhet war vord ar strad (evit ar munisionoù skoet war o zro). Stanket eo e foñs ar strad war ul lodenn anvet annev. Tarzhañ a ra an emors pa vez skoet, ha degas a ra an darzhadenn da boultr ar gartouchenn war-eunn (evit ar munisionoù skoet war o zro), pe dre doulloù bihan evit ar munisionoù skoet en o c'hreiz[1].

Ar poultroù modern divoged a zo savet dreist-holl gant nitroseluloz. Kemeret o deus plas ar poultr du e dibenn an XIXvet kantved.

Boled

Ar boledoù, pe bannadelloù, a gaver alies plom pe kouevr enne. Pouez ar boled a vez eztaolet e grammoù pe e greun (1 c'hreunenn = 0,0648 gramm hag 1 gramm = 15,4324 greunenn). Doareoù boledoù disheñvel a gaver hervez o stumm hag o im:pli :

  • LRN : Lead Round Nose ; boled plom simpl ha marc'hadmat, nann-wisket, ront e benn
  • FMJ : Full Metal Jacket ; boled gwisket, da lavaret eo goloet gant metal kalet. Ne zistumm ket pa sko ouzh un dra.
  • FMC flat : Full Metal Case ; boled gwisket, plat e benn, implijet er sportoù tennañ dreist-holl.
  • JSP : Jacketed Soft Point ; boled gwisket, nemet e benn a zo gwak.
  • JHP : Jacketed Hollow Point ; boled gwisket ha kleuz e benn, ar pezh a laka penn ar boled da zistummañ aesoc'h pa stok ouzh un dra en ur ober muioc'h a zistruj.
  • SJ ESC : Semi Jacketed Exposed Steel Core ; kalonenn e dir damwisket, da doullañ ar jiletennoù enepboledoù.
  • Spitzer : anv jenerek roet d'ar boledoù begek
  • Wadcutter pe Semi-wadcutter : boledoù plaen o beg
    Thumb
    Ur gartouchenn chase kalibr 12/70.

Kartouchennoù chase evit ar fuzuilhoù flour o c'hanol

Er c'hartouchennoù chase e kaver ur vourellenn etre ar poultr hag ar bannadelloù, ablamour da zasparzhañ mat nerzh tarzhadenn ar poultr. Ar bannadelloù a zo alies drajez plom, brasoc'h pe bihanoc'h hervez al loened chaseet, pe ur boled sanket penn-da-benn en douilhez evit chaseal loened brasoc'h (moc'h-gouez da skouer). Muioc'h-mui a vannadelloù dir a vez implijet e-plas ar plom, a zo difennet abaoe 2023 evit chaseal war dakadoù gleb[2]. Douilhez ar c'hartouchennoù chase modern a zo graet o strad alies gant laton hag ar peurrest e plastik.

Taolennoù ar munisionoù modern nesañ evit an armoù hiniennel

Munisionoù armoù-dorn

Muioc'h a ditouroù Roadennoù ar vannouriezh (munisionoù a gaver er stalioù), barregezhioù-implij skoueriek ...

Munisionoù armoù-skoaz

Muioc'h a ditouroù Roadennoù ar vannouriezh (munisionoù a gaver er stalioù), barregezhioù-implij skoueriek ...

Normoù ar munisionoù evit an armoù hiniennel

Daou vodad a genlabour asambles evit lakaat normoù war ment ha galloud ar munisionoù :

O fal eo gwiriañ eo sur ar munisionoù graet pep produer hag hollvedel evit ar c'halibr-mañ-kalibr, kuit da gaout munisionoù dañjerus peogwir int re garget gant poultr pe dibosubl da lakaat en un arm peogwir int kambret fall da skouer. Ar munsionoù gwerzhet er broioù-se a rank tremen dre un eskemmez amprouiñ a-raok bezañ lakaet en gwerzh. E Frañs emañ ar BE Saint-Étienne oc'h ober al labour-se.

Munisonoù gwerzhet ar muiañ

Evit meur a abeg eo diaes gouzout peseurt munisionoù a vez gwerzhet ar muiañ er bed. A-du emañ ar bras eus an dud arbennik[3] evit lakaat an .22 Long Rifle e penn ar renkadur. Hervez titouroù dastumet gant Jim Harmer e 2022[4], renkadur ar munisionoù armoù-skoaz gwerzhet ar muiañ er bed a oa :

Remove ads

Livajoù ha stampilhoù

War ur munision e c'haller kavout titouroù war e broduer, e galibr, e vloavezh pe e zoare da skouer. Peurliesañ int engravet er metal pe livet war ar munision.

Munisionoù bihan o c'halibr (dindan 20 mm)

Stampilhoù war gartouchennoù skoet war o zro

Abalamour da vent bihan ar c'hartouchennoù skoet war o zro implijetañ (.22 Long Rifle, .17 HMR pe .22 WMR) ne gaver ket kalz titouroù warne war-bouez ur stampilh engravet e strad an douilhez evit diskouez anv ar produer. Etre unan ha teir lizherenn a zo engravet peurliesañ.

Muioc'h a ditouroù Luc’hskeudenn, Deskrivadur ...

Kartouchennoù skoet en o c’hreiz

O c'halibr a vez alies engravet war ar c'hartouchennoù modern, kuit da gaout gwallzarvoudoù diwar implij ur munision fall. Anv ar produer a gaver ivez. Stradoù kartouchennoù 'zo a zo gwerc'h[8], evel ar re broduet evit magañ an trafikerezh armoù-tan pe pa ne fell ket d'ur Stad reiñ da c'houzout pelec'h int bet produet. Livioù war veg ar boled a verk perzhioù ispisial ar munisionoù implijet gant armeoù AFNA :[8]

  • ruz : boled roudenner
  • arc'hant : boled trebarzhus hag entaner
  • glas : boled entaner
  • du : boled trebarzhus
  • arc'hant ha ruz : boled trebarzhus, entaner ha roudenner
  • glas ha ruz : boled entaner ha roudenner
  • ruz ha du : boled trebarzhus ha roudenner
  • gwer : kartouchenn hep boled, penn e paper
  • mouk : kartouchenn hep boled, penn e koad
  • melen : munisionoù dezhe ur galloud-tarzhañ uhel
  • gell : munisionoù dezhe ur galloud-tarzhañ izel
Remove ads

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads