AC/DC
strollad sonerezh rock aostralian From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
AC/DC a zo ur strollad sonerezh rock aostralian, savet e Sydney e-kerzh miz Kerzu 1973. A-c'houde an amzer-se en deus graet berzh ar strollad. Gwerzhet e vez pladennoù a-vil-vern gantañ (muioc'h evit 200 milion er bed a-bezh). Ur strollad hard-rock pe heavy metal a vez graet anezhañ get an darn vrasañ, ha tennañ a ra e sonerezh d'ar blues ivez.
Daou brantad amzer a zo e buhez AC/DC, hag a glota get daou ganer, an eil en doa kemeret lec'h an hani kentañ pa oa marvet hemañ diwezhañ, Bon Scott e anv, e 1980. Setu prantad 1973-1980, ha prantad 1980 betek bremañ (2013) get Brian Johnson o kanañ. Karourion ar strollad a zo evit bep prantad nemetken, hag ul lodenn arall evit an daou ivez, daoust dezhe gouiet ez eus degouezhet un troc'h e 1980, evel ma vije ur strollad all war-lerc'h.
Remove ads
Ganedigezh ar strollad
E Bro-Skos e oa bet ganet ar vreudeur Angus ha Malcolm Young. Divroiñ a rejont gant o familh da Sydney e Aostralia pa oa bugale anezhe c'hoazh. Malcom a voe an hini kentañ o tapout krog er gitar, ha da c'houde Angus da heul. Strollad kentañ Malcom a voe "The Velvet Underground" (arabat drougveskiñ gant strollad Lou Reed ha John Cale avat). O breur henañ, George Young, a oa bet e strollad brudetañ Aostralia er bloavezhioù tri-ugent, the Easybeats, ur strollad a reas berzh pa voe gwerzhet ur yoc'h pladennoù gantañ er bed a-bezh get ar sonenn Friday on my mind e 1967, ar wezh kentañ evit ur strollad aostralian.
Young hag e genezel er strollad Easybeats Vanda a yeas en-dro da Aostralia e 1973, ha setu int oc'h ober àr-dro ar sonerezh e-barzh Albert Productions, ul label pladennoù nevez savet gant Ted Albert hag a rae war-dro sonerezh the Easybeats adalek 1965 betek 1967.
Ur strollad a voe savet get Angus, Tantrum e anv, ha goude the Velvet Underground e savas Malcolm ur strollad arall, muioc'h rock'n roll anezhañ, ha kinnig a reas d'e vreur Angus da zoned a-barzh, hag engouestlet get ar label Albert nevez savet, get Vanda ha Young (o breur) oc'h ober war-dro kempennadur ar sonerezh evit o fladennoù kentañ.
Ur bochad sonerion a dremenas er strollad d'ar mare-se, estreget ar vreudeur Young a oa izili diazez ar strollad anezhe. Da skouer Colin Burgess hag e daboulinoù, meur a soner gitar boud pe taboulinoù arall a voe. E miz Gwengolo 1974 e voe ur c'hemmadur a-bouez : kaner kentañ ar strollad (Dave Evans) a voe skarzhet kuit ha lakaet Ronald "Bon" Scott en e lec'h, ur c'haner leun a vejoñs hag ur vouezh dibar dezhañ. Un tammig koshoc'h e oa Bon Scott, en doa tapet skiant-prenet pa oa o kanañ e penn strolladoù pop e-raok, er blovezhioù 1960 get The Valentines hag er bloavezhioù 70 get ar strollad rock Fraternity. Ha setu brud ar strollad o tibradiñ. Berzh a reas adalek neuze, get sikour o doareoù war al leurenn, hag o neuz ivez, dreist-holl kani Angus Young, perc'hennet gwiskamant e skol eil derez (Ashfield Boys' High e Sydney) getoñ warr al leurenn betek bremañ. Dont a reas da vezañ ur mailh war ar gitar ivez. Ur vojenn arall a voe ma vije bet ganet Angus e 1959 (kentoc'h evit 1955), da lavaret eo e vije bet 14 vle e penn kentañ ar strollad e 1973. Pozioù ar strollad a oa kalz - hag a vez c'hoazh - troet war-zu ar merc'hed hag ar seks.
An anv AC/DC a oa bet kavet get c'hoar ar vreudeur Young ("Alternating current/direct current" e saozneg), lennet ganti, sañset, war ur wriaderez. E saozneg e c'hall bezañ arlivioù arall d'ar lizherennoù-se, a c'hall ober dave d'an heñvelrevidi. Setu ar pezh a soñje an dud en ur arvestiñ o doareoù glam rock, peotramant re Angus get e wiskamant skol, pe o dilhad lufrus. Tud arall o doa treuzkomprenet ur ster arall : "Anti-Christ/Devil's Children", hag e voent sellet evel satanisted get darn. Pep hani a c'hell kavet un dra bennak. Distaget e vez "Hey si di si" da gustum met en Australia e vez klevet "Acca Dacca".
Remove ads
Deroù ar berzh (1974-1978)
Etre 1974 ha 1978 e rae berzh spontus AC/DC, prizet en Aostralia a-drugarez da abadennoù ingal gete er skinwel, Countdown. Setu o albumoù hag o fladennoù single é fringal uhel e listenn ar pladennoù gwerzhet du-hont. Da skouer unan ag ar re gentañ It's A Long Way To The Top (If You Wanna Rock and Roll), get biniou bras, e-ser degas Bro-Skos da soñj.
Da c'houde ez efont da Europa, e Londrez, a-benn gounit kalon tud ar c'hevandir kozh, àr-bouez troiadoù sonadegoù kement ha ma c'hallent.Tapet skiant-prenet evit pezh a sell doc'h seniñ e-barzh stadiumoù bras èl ma veze ar c'hiz nevez get ar strolladoù hard-rock pe rock d'ar mare-se. Ha troiadoù get strolladoù arall ivez, e stumm festivaloù. Helebini a veze e-touesk ar strolladoù, ha meur a wezh e c'hoarveze gwalldaolioù àr-lerc'h an abadennoù, pa veze toemmet d'o fenn get an alkol ha muioc'h.
Ne voe harz erbed d'o berzh e-pad barrad ar prantad punk, àr-dro ar bloaz 1977, peogwir e kave d'ar gazetennerion sonerezh saoz e oant punk anezhe, ar pezh ne oa ket gwir. O sonadegoù skrijus, lan a startijenn, neuz Angus Young àr ar leurenn, kan dirollet Bon Scott, setu peadra da levezoniñ betek ar bunked o-unan, diàr pozioù kaner ar Sex Pistols e-unan, Johnny Rotten. Ur bochad strolladoù zo bet savet àr roudoù AC/DC.
Pladennoù AC/DC o deus graet berzh a bep tu d'ar meurvor Atlantel (Let There Be Rock e 1977, Powerage e 1978), ha muioc'h c'hoazh get Highway to Hell e 1979.
Remove ads
Darvoud kriz

Ur gwall reuz a voe e miz C'hwevrer 1980, pa voe kavet Bon Scott marv àr azezenn a-dreñv oto e vignonez, mouget anezhoñ get e zislonkadur, goude lonkiñ re a alkol. Mantret izili ar strollad ha da neuze e felle dezhe gober un arsav. Broudet e voent get tud Bon Scott da genderc'hel get ar strollad, ha neuze kavout ur c'haner nevez, ar pezh voe graet get Brian Johnson, hag a oa o kaniñ e-barzh Geordie, ur strollad a oa bet gwelet get Bon Scott e-unan e-raok, hag hemañ diwezhañ ne oa ket chomet diforzh pa oa bet klevet mouezh Johnson getoñ.
Setu-int é kenderc'hel get skriviñ sonioù, hag an disoc'h a voe ar bladenn Back in Black, hag a voe gwerzhet muioc'h eget biskoazh en e-raok, muioc'h eget un ugent milion bennak er Stadoù-Unanet.
Ar sonenn Back in black a zo bet savet evit enoriñ Bon Scott. Ar bladenn da heul, For Those About To Rock, We Salute You (1981) a reas kement a verzh.
Prantad diaesoc'h (1983-1995)
Lange, a rae war-dro kempennadur ar sonerezh, a voe skarzhet kuit e 1983, hag an album Flick of the Switch voe graet gete o-unan. Kuitaet en doa Phil Rudd (paotr an taboulinoù) ar strollad goude tabuterezh get unan arall (hag a vehe Malcom Young, sañset), hag erlec'hiet get Simon Wright. Enrollet e voe ar bladenn nevez Fly On the Wall e 1985. Ar vreudeur Young a reas àr he zro. Ne reas ket berzh evel ar re daet er-maez a-raok.
Neoazh e voe gwerzhet muioc'h a bladennoù gete get sonerezh film Stephen King Maximum Overdrive (Who made who) e 1986. A-hend arall e voe ur bladenn doare best-of d'ar mare-se hag a gavas fret. Un albom nevez all a voe e 1988, Blow Up Your Video, e 1988, get Vanda ha Young daet en-dro evit gober àr-dro ar sonerezh.
Remove ads
Adc'hanedigezh
Deroù ar bloavezhioù 1990 a voe merket gant darvoudouigoù start pe startoc'h : Brian Johnson distu ur wezh bennak, ar vreudeur Young a skrivas o-unan penn, Wright ne chomas ket er strollad, erlec'hiet get Chris Slade. En neuziad nevez-se e voe ar bladenn The Razor's Edge frouezh o labourioù da neuze. Ar ganaouenn Thunderstruck enni a zo deuet da vezañ e-touez reoù vrudetañ ar strollad. Ar pladennoù Ballbreaker (1995) ha Stiff Upper Lip (2000, blaz ar blues ganti) a zeuas er-maez war-lerc'h.
Ar-lerc'h gwalldaol an 11 a viz Gwengolo 2001 e New York e voe difennet skignañ un nebeud sonennoù AC/DC (7 en holl, hag en o zouez Highway to hell, Hell's bells ha Safe in New York City). D'an 30 a viz Gouere 2003 e voe ur sonadeg veur gete, asambles get The Rolling Stonese, ar Sarsfest e Toronto (Ontario, Canada) : 500 000 a dud a zeuas evit skoazellañ stourm ar gêr-se a-enep kleñved-red SRAS. E 2003 e voe tizhet 20 milion pladenn Back in black gwerzhet er Stadoù-Unanet, ha dont a reas da vout ar c'hwec'hvet pladenn muiañ gwerzhet du-hont. 63 milion pladenn AC/DC a zo bet gwerzhet en holl er Stadoù-Unanet (sifroù 2003, da lavaret eo ar pempvet strollad evit ar pezh a sell doc'h ar gwerzh, àr-lerc'h The Beatles, Led Zep, Pink Floyd ha The Eagles). Muioc'h evit 100 milion pladenn a vehe bet gwerzhet gete er bed a-bezh.
Ur straed a voe anvet "ACDC Lane" e Melbourne, e 2004, tost d'al lec'h ma voe enrollet gete video It's a long way to the Top e 1975.
Remove ads
Izili diazez
- Angus Young (gitar solo), 1973-
- Malcolm Young (gitar lusk), 1973-2014
- Bon Scott (kan), 1975-1979
- Brian Johnson (kan), 1980-
- Phil Rudd (taboulinoù), 1975-1983, 1994-
- Cliff Williams (gitar boud), 1978-
Sonerion arall, er strollad e-pad ur prantad amzer hir pe hiroc'h
Kala-gouiañv '73 - C'hwevrer '74
- Colin Burgess [taboulinoù]
- Dave Evans [kan]
- Larry Van Kriedt [gitar boud, sakso]
- Angus Young [gitar]
- George Young [gitar boud, taboulinoù] (hag enrolladur)
- Malcolm Young [gitar, gitar boud]
C'hwevrer - Ebrel '74
- Dave Evans [kan]
- Neil Smith [gitar boud]
- Noel Taylor [taboulinoù]
- Angus Young [gitar]
- Malcolm Young [gitar]
Ebrel - Gwengolo '74
- Rob Bailey [gitar boud]
- Peter Clack [taboulinoù]
- Dave Evans [kan]
- Dennis Laughlin [kan] - ur wezh an amzer
- Angus Young [gitar)]
- Malcolm Young [gitar]
Gwengolo '74 - Genver '75
- Rob Bailey [gitar boud]
- Peter Clack [taboulinoù]
- Tony Currenti [taboulinoù] - evit enrolliñ hepken
- Bon Scott [kan]
- Angus Young [gitar]
- George Young (gitar boud) - evit enrolliñ nemetken
- Malcolm Young [gitar]
Genver '75
- Phil Rudd [taboulinoù]
- Bon Scott [kan]
- Larry Van Kriedt [gitar boud]
- Angus Young [gitar]
- Malcolm Young [gitar]
Genver - Meurzh '75
- Phil Rudd [taboulinoù]
- Bon Scott [kan]
- Angus Young [gitar]
- George Young [gitar boud, kan] - ur wezh an amzer
- Malcolm Young [gitar boud, gitar]
Meurzh '75 - Mai '77
- Mark Evans [gitar boud]
- Phil Rudd [taboulinoù]
- Bon Scott [kan]
- Angus Young [gitar]
- Malcolm Young [gitar]
Mezheven '77 - C'hwevrer '80
- Phil Rudd [taboulinoù]
- Bon Scott [kan]
- Cliff Williams [gitar boud]
- Angus Young [gitar]
- Malcolm Young [gitar]
Ebrel '80- kreiz ar ble '83
- Brian Johnson [kan]
- Angus Young [gitar]
- Malcolm Young [gitar]
- Cliff Williams [gitar boud]
- Phil Rudd [taboulinoù]
1983-1988
- Brian Johnson [kan]
- Angus Young [gitar]
- Simon Wright [taboulinoù]
- Cliff Williams [gitar boud]
- Malcolm Young [gitar]
1989-1994
- Brian Johnson [kan]
- Angus Young [gitar]
- Chris Slade [taboulinoù]
- Cliff Williams [gitar boud]
- Malcolm Young [gitar]
1994-betek bremañ
- Brian Johnson [kan]
- Angus Young [gitar]
- Malcolm Young [gitar]
- Cliff Williams [gitar boud]
- Phil Rudd [taboulinoù]
Remove ads
Pladennoù
- 1974 - High Voltage (e Aostralia)
- 1975 - T.N.T. (e Aostralia)
- 1976 - High Voltage (etrebroadel)
- 1976 - Dirty Deeds Done Dirt Cheap (e Aostralia)
- 1976 - Dirty Deeds Done Dirt Cheap (etrebroadel)
- 1977 - Let There be Rock
- 1978 - Powerage
- 1978 - If You Want Blood (pladenn live)
- 1979 - Highway to Hell
- 1980 - Back in Black
- 1981 - For Those About to Rock
- 1983 - Flick of the Switch
- 1984 - '74 Jailbreak
- 1985 - Fly on the Wall
- 1986 - Who Made Who (evit film Stephen King "Maximum Overdrive")
- 1988 - Blow Up Your Video
- 1990 - The Razors Edge
- 1992 - Live
- 1995 - Ballbreaker
- 1997 - Bonfire (evit enoriñ Bon Scott - get "live from atlantic studio" - "let there be rock (àr ar leurenn e Paris)" - "volts" ...)
- 2000 - Stiff Upper Lip
- 2008 - Black Ice
- 2010 - Iron Man 2 (kendastumad, evit ar film Iron Man 2)
- 2014 - Rock or Bust
- 2020 - Power Up
Remove ads
Skeudennaoueg
Liammoù diavaez
- (en) Lec'hienn ofisiel
- (en) Electric Shock, ul lec'hienn all
- (fr) Highway to AC/DC, ul lec'hienn c'hall
- Sonadeg ar strollad e stad River Plate (Arc'hantina) e 2009
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
