Kanada
bro eus Norzhamerika From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kanada (Canada e saozneg ha galleg) a zo ur vro eus Amerika an Norzh, en hanternoz d'ar Stadoù-Unanet (hag ivez a-reter dezho gant stad Alaska). Bevennet eo gant ar Meurvor Habask er c'hôrnog, Meurvor Arktika er gwalarn-sterenn hag er biz hag ar Meurvor Atlantel er biz-reter. Ottawa, e proviñs Ontario, eo ar gêr-benn, hogen Toronto eo ar gêr vrasañ. An eil bro vrasañ eus ar bed eo, goude Rusia. Saozneg ha galleg eo ar yezhoù ofisiel.
Ur monarkiezh vonreizhel ha kevreadel eo hag un demokratelezh parlamantel. Dollar Kanada eo he moneiz. Ezel eo eus Emglev frankeskemm Norzh Amerika (EFENA), an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel, an Aozadur evit ar C'henober hag an Diorren Ekonomikel, eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) hag eus Kenglad ar Broadoù.
Remove ads
Poblañs
Daoust d'ar vro bezañ bras-tre n'eo ket ken poblet se. 37 589 262 a dud zo o chom eno e 2019. E 1867 ne oa ket nemet 3,4 milion.
Er c'hêrioù bras e vev an darn vrasañ eus an dud evel e Montréal, Vancouver, Toronto ha Calgary.
An istor
Meuriadoù Indianed a zo bet o chom eno abaoe pell. Kavet eo bet roudoù ragistorel kozh a 26500 bloaz e norzh Yukon ha kozh a 9500 bloaz e su Ontario. Er XVIvet kantved e oa kaset Jakez Karter, ur breizhad e servij Roue Frañs da zizoleiñ douaroù ur bed dianav. E 1534 e erruas e Gaspezia. Goude distreiñ da Vreizh e teuas en-dro ar bloaz war-lec'h da zizoleiñ muioc'h c'hoazh ar vro.
Tamm-ha-tamm e teuas ur bern tud eus Bro-C'hall da chom ha da ober kenwerzh.
Diwezhatoc'h e teuas ar Saozon ivez ha brezel oa etreze. Tapout a rejont muioc'h-muiañ a c'halloud. Setu perak e vez komzet saozneg ha galleg du-hont.
Remove ads
Geografiezh ha hin
Kalz koadeier zo ha lennoù zo. Ar vro he deus ar muiañ a lennoù er bed eo, ha reoù bras zo evel al Lenn Uhelañ, Lenn Ontario, Lenn Huron ha Lenn Meur an Arzh. Lammoù-dour an Niagara zo un arvest a zesach kantadoù a viliadoù a dud bep bloaz. Menezioù zo ivez, anvet ar Roc'helloù. Hanternoz ar vro n'emañ ket pell diouzh ar Pol Norzh. Setu perak e c'hell ar goañvoù bezañ kriz-tre (betek -45°) ha kouezhañ stank a ra an erc'h (ur geidenn a 3,37 metr e Kebek). E-pad an hañv eo ar c'hontrol, gellout a ra an gwrezverk pignat betek 35° pe c'hoazh 40°.
Sportoù
An hoke war ar skorn ha war ar geot eo sportoù broadel Kanada. Basket-ball, baseball, curling, soccer a vez graet kalz ivez. Ar MTB a zo diwanet eno.
Loened ar C'hanada
Ur bern arzhed a vez kavet eno : an arzhed Kermode, ar grizzli, an arzhed gwenn hag an arzhed du. Bleizi, koyoted, orignaled, kariboued, kougared, avanked ha gedon a gaver kalz ivez.
Proviñsoù ha tiriadoù Kanada
- Gwelet Proviñsoù ha tiriadoù Kanada
Dek proviñs ha tri ziriad a zo. Ar stadoù kevreet-mañ a ya d'ober stad kevreadel Kanada.
Tud brudet
Skrivagnerien : Timothy Findley, Louis Hémon
Kanerien : Céline Dion, Bryan Adams, Alanis Morissette, Leonard Cohen
Aktourien : Keanu Reeves, Christopher Plummer, Donald Sutherland, Evangeline Lilly
Politikourien : Justin Trudeau, Stephen Harper
Stadoù
Stadoù-Unanet : Navassa • Puerto Rico • Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet
Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago
Tiriadoù dalc'het
Danmark : Greunland
Frañs : Clipperton • Gwadeloup • Martinik • Saint-Barthélemy • Saint-Martin • Sant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù : Aruba • Bonaire • Curaçao • Saba • Sint Eustatius • Sint Maarten
Rouantelezh-Unanet : Anguilla • Bermuda • Inizi Gwerc'h Breizh-Veur • Inizi Cayman • Montserrat • Turks ha Caicos
Monarkiezhoù ar Bed
Afrika: Eswatini° • Lesotho • Maroko*
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoùArc'hantina • Bahamas • Barbados • Belize • Bolivia • Brazil • Chile • Costa Rica • Dominica • Ecuador • Grenada • Guatemala • Guyana • Haiti • Honduras • Kanada • Kolombia • Kuba • Panamá • Paraguay • Perou • Republik Dominikan • Saint Kitts ha Nevis • Saint Lucia • El Salvador • Sant-Visant hag ar Grenadinez • Stadoù-Unanet Amerika • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

