Aberffraw
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Aberffraw zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh en Enez Mon, e Kembre. Dont a ra hec'h anv eus ar stêr Ffraw.

En Aberffraw e oa lez pennañ rouaned rouantelezh Gwynedd hag ober a rae rouaned Gwynedd gant an titl priñs Aberffraw pe aotrou Aberffraw.
Er VIIvet kantved e voe savet an iliz kentañ, gouestlet da sant Beuno, met nevesoc'h eo ar savadur a weler bremañ : eus an XIIvet kantved eo al lodennoù koshañ anezhañ.
Er Mabinogi eo en Aberffraw e timezas Branwen gant Matholwch, roue Iwerzhon.
E 2011 e oa poblet ar gumuniezh gant 620 a dud, ha 409 anezho (67,5%) a oa kembraegerien[1].
Remove ads
Notennoù
Pennad kar
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
