Union Repeating Gun

From Wikipedia, the free encyclopedia

Union Repeating Gun
Remove ads

An Union Repeating Gun ("Arm-tennata an Unaniezh"), anvet ivez Agar gun (pe Ager gun), ha lesanvet Coffee Mill Gun (arm milin-gafe) gant soudarded 'zo, a oa ur vindrailherez ijinet e 1861 hag implijet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Fedoù berr-ha-berr Union Repeating Gun Mindrailherez Agar, Kinnig ...
Remove ads

Istor ha deskrivadur

E-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e oa bet roet lañs bras d'an ijinerezh brezel evit dont a-benn da verraat padelezh ar brezel gant an daou du engouestlet. An Agar machine gun (Mindrailherez Agar), diwar anv Wilson Agar (skrivet a-wechoù Ager), an den en doa breouet anezhi e Bro-Saoz, a oa unan eus an hanter-kant bennak a vindrailherezioù dre zorn a voe savet e-deroù ar brezel[1].

Ar vindrailherez a oa bet lesanvet Coffee Mill Gun[2] dre ma oa damheñvel he sistem pourveziañ dre c'hravitadur ouzh ur mekanik kafe eus ar mare-se. Ennañ e veze enlakaet kartouchennoù paper, dezhe boledoù Minié .58 meutad (14,73 mm), ha dav e oa treiñ dornikell ar wikefre evit lakaat an arm da dennañ. Ne oa sistem yenaat ebet gant ar vindrailherez da gentañ, ar pezh a zegasas kudennoù mont en-dro. Evit o diskoulmañ e voe pourveziet bep a arm gant daou ganol ouzhpenn a c'halle bezañ cheñchet, hag ouzhpennet ur sistem yenaat dre aer simpl[1].

Implijet e voe an arm a-nebeudoù e-pad emgannoù ar Brezel diabarzh, ha tennet e voe eus ar servij e 1865[2]. Ne voe ket produet kalz skouerennoù anezhañ, pa gave gwelloc'h pennoù meur an arme heñchañ amzer ha danvez an industriezh war-zu mouskedoù klasel evit o zroadegiezh[1].

Remove ads

Liammoù diavez

Davennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads