Alan Botrel

skrivagner brezhonek From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Alan Botrel, ganet d'an 29 a viz Eost 1954 e Ploue, zo kelenner skol-veur e Skol-veur Roazhon 2. Barzh brezhonek ha troour gresianeg-brezhoneg ha brezhoneg-galiseg eo ivez.

Buhez

Studioù en deus graet war ar brederouriezh , ar yezhoù keltiek hag ar yezhoniezh e Pariz ha war ar brezhoneg da-c'houde e Skol-Veur Roazhon 2. Kelenner skol-veur brezhoneg eo bet anvet e Skol-Veur Roazhon 2. Lakaet en deus embann meur a varzhoneg vrezhonek e-barzh Al Liamm, Preder hag an darn all eus e levrioù brezhonek e ti-embann Barn ha Skrid (Merk Skrid war al levrioù). En e droidigezhioù en deus pleustret Alan Botrel dreist-holl war an treiñ diwar ar gresianeg, barzhonegoù ha romantoù-polis.

Remove ads

Oberennoù

Studiadennoù

  • La vie de sainte Nonne, Presses Universitaires du Septentrion, 1997.
  • "A poesia contemporañea en lingua bretona". E-barzh Unión libre : cadernos de vida e cultura, niv. 2, 1997, p. p. 51-58 (galiseg).
  • "Hirderioù disheñvel ar gwerzennoù ha tudennoù e Buhez santez Nonn". E-barzh Klask, niv. 4, Presses universitaires de Rennes, 2003.

Brezhoneg

  • "Pa sav an teñval". E-barzh Tri Barzh, Preder, niv. 210, 1978
  • Barzhonegoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1983
  • Kaoteriad, e kenlabour gant Mark Kerrain, 1987
  • Orea ha danevelloù all, Skrid, 1999 (Priz Langleiz)
  • Per atzar aquella veu, troet e galiseg diwar Lan Tangi (divyezhek), 2004
  • Govel an dremmwelioù, 2008. Barzhonegoù savet etre 1972 ha 2008.

Troidigezhioù diwar ar gresianeg

  • Yorgos Seferis, Teir barzhoneg kuzh. Mithistorima, Skrid, 1994.
  • Yorgos C'himonas, Ma beajoù-me, Enebour ar barzh, Skrid, 1995
  • Konstantinos Kavafis, Barzhonegoù 1897-1933, Skrid, 1997
  • Dido Sotiriou, Douaroù gwad, Skrid, 2000
  • Kostas Varnalis, Amzifenn gwirion Sokrates, Mouladurioù Hor Yezh, 2002
  • Stratis Doukas, Istor ur prizoniad, Skrid, 2006
  • Vasilis Aleksakis, Goude J.-K., Skrid, 2013
  • Petros Markaris, Na Baeit Ket !, An Alarc'h embannadurioù, 2014
  • Petros Markaris, Emañ ho puhez en arvar, An Alarc'h, 2015
  • Petros Markaris, Bara, Deskadurezh, Frankiz, An Alarc'h, 2016

Troidigezhioù all

E kenlabour gant tud all

Remove ads

Levrlennadur

  • Annaig Renault, "Alan Botrel offre les auteurs grecs aux bretonnants", atersadenn. E-barzh Pages de Bretagne niv. 3, Patrom:Date-, p. 11. crl-bretagne.fr.
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran Embanner, 2013. Pennad : Botrel, Alan.

Enorioù

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads