Alfred Dreyfus

From Wikipedia, the free encyclopedia

Alfred Dreyfus
Remove ads

Alfred Dreyfus (Mulhouse, 9 a viz Here 1859 - Pariz, 12 a viz Gouere 1935) a oa un ofiser gall yuzev a orin eus Elzas. Tamallet ha kondaonet e voe evit trubardiezh da gentañ, a-raok bezañ digastizet, ha didamallet. En em gavout a reas e-kreiz un enebiezh sokial ha politikel eus ar re bouezusañ eus an IIIde Republik, anvet an Afer Dreyfus.

Thumb
Alfred Dreyfus

Toull-bac'h ha prosez

D’an 21 a viz C’hwevrer 1895 e voe lakaet Alfred Dreyfus war-vourzh ar vag Ville-de-Saint-Nazaire, ha dilestret war Enez an Diaoul, e Gwiana, d’an 8 a viz Meurzh.

Diaes-kenañ e oa e goñdisionoù bac’hadur : noz ha deiz e veze evezhiet gant skipailhoù gwarded, hag a cheñche bep div eurvezh. Berzet oa dezhañ komz ouzh ar warded a oa e-tal dezhañ, ha n'hellent ket komz outañ kennebeud-all. Bevennet oa e frankiz bale a-vec'h da 200 metrad endro d’an toull-bac’h, en ur gambr 4 × 4 metr ma veve. Difennet e oa ouzh e wreg dont da adkavout anezhañ, e kontrol da lezennoù 1872 ha 1873. An hin drovanel a oa skuizhus a-walc’h dezhañ, tommder, toufor, sec’hor, gant korventennoù glav a bep eil. Stagañ a reas da skrivañ e emvuhezskrid a zeiz da zeiz, adalek ar 14 a viz Ebrel 1895, hogen ehanet e voe d’an 10 a viz Gwengolo 1896, ken brevet ha divi ma oa a gorf hag a ene.

E miz Gwengolo 1896 e voe skignet war e zivoud falskeleier er mediaoù saoz, o lâret e oa deuet a-benn Dreyfus da dec’hout kuit, intrudu broudet gant e vreur Mathieu Dreyfus, evit ma ne vefe ket ankounac'haet e anv gant an dud. Adlavaret e voe ar c’heloù er mediaoù gall, ha nagennet an deiz war-lec’h. Ha neuze diwar urzh André Lebon, ministr an Trevadennoù, e voe startaet ar surentez, lakaat e voe sevel ur palisad doubl tro-dro d’e garc’har hag ereet e gorf gant houarnaj, e-doug nozvezh ar 6 a viz Gwengolo 1896. Noz ha deiz e oa bac’het en e gaoued.  

Buan-tre e yeas e yec’hed hag e spered war fallaat. Ar prizoniad Charles Benjamin Ullmo a voe lakaet da c’houde e karc’har Dreyfus, a lavaras diwar e benn e komze gant rinkined hag e tegouezhe dezho tostaat outañ. Gant drammoù gourc'hemennet gant mezeg an enez e kouske. Boaz e oa da skrivañ ha da reiñ keloù d’e wreg, d’e vreur, da jeneral ar Boisdeffre, e penn pennoù-meur al lu gall, da brezidant ar republik, ha keit-se e veze sellet pizh ouzh e holl eskemmoù gant ar velestradurezh c'hall. Ingal en e lizheroù e tifenne Dreyfus e ennor, o youc’hal d’ar bed holl e oa digablus, ha dreist-holl o c’houlenn ma vije en-dro an enklask en-dro, digondaonet ha dieubet. Erruout a rae e lizheroù gant daou viz dale, dezhañ e oa bet kuzhet lizheroù zo a-berzh e wreg ha graet o doa kemend-all gant e re dezhañ. Adalek miz Meurzh 1897 e voent adkopiet, gant « un dorn boutin » eus ar velestradurezh. En e gaieroù e voe kavet skrivet alies anv e wreg ha lunioù geometriezh. Pell e veze dalc’het diouzh araokadurioù e zoser, ne glaskas koulskoude morse tec’hout ha morse ne c’hoarvezas dezhañ skeiñ gant ur gward.

Prosez

Ur wech distroet Dreyfus war an douar bras e voe hejet sal al lezh-varn a-bezh gant ur meskaj a spont hag a gendruez, abalamour da emdroadur e neuz deuet da vezañ treut ha stegnet. Gant an niver a gomzoù bet skrivet er c’hazetennoù war e chouk e yae war-raok gant ur paz mibin ha dillo. D'ar gouloù e voe degaset, un denig paour e druilhoù. Un voulenn a gig bev, bet kaset ha digaset e-kreizig c’hoari tabutoù ar mare istorel, etre ar re evit-Dreyfus hag ar c'hamp a-enep.

D’an 9 a viz Gwengolo e voe barnet adarre evit « treitouriezh », ar wech-mañ gant degouezhioù "skañvausoc’h", ha setu hemañ adkondaonet eta da 6 vloaz bac’hadur. Diwar ali e alvokaded, e sinas un azgalv evit mont d'al lez-varn terriñ. Abalamour da stad fall ha divi e yec’hed e oa enkrezet ul lodenn eus e harperien, ma vefe adkaset d’an toull. Goude un tabut rust e voe disrannet skipailh begenn an dreyfusarded (Clémenceau, Jaurès, Millerand…), hag e teuas a-benn e vreur da gendrec’hiñ anezhañ, chom hep mont d'al lez-varn terriñ ha neuze sinañ ar gwir, da vezañ grasiet. D’an 19 a viz Gwengolo 1899 e voe grasiet gant prezidant ar Republik. Koulskoude ne oa ket echu ar stourm evit ma vijee torret e gablusted. Evel-henn e voe torret e statud a verzher.

Ne oa ket peuzlaouen ar re o doa difennet start anezhañ (Labori, Picquart, Clémenceau) gant an disoc’h. Evito en doa Dreyfus treitouret anezho en ur sinañ gant gouarnamant Pierre Waldeck-Rousseau, ha d’o meno n’en doa ket anaoudegezh a-walc’h evit ar re a oa en emouestlet evitañ.

Remove ads

Levrioù

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads