Elzas
rannvro Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Elsass en elzaseg, Elzas e brezhoneg, Alsace e galleg, zo ur rannvro istorel ha sevenadurel e Bro-C'hall.
Ur rannvro eus Alamagn e oa gwechall, Elsaß he anv alamanek.
Remove ads
Istor
Etre 640 ha 1012 e voe bet meret Elzas evel un dugelezh.
Daoust ma voe aloubet ar vro gant Bro-C'hall er XVIIvet kantved, an Elzasianed a gendalc'has da gomz elzaseg. E skol-veur Strasbourg e teue tud alamanek da studiañ, Goethe da skouer. Goude an Dispac'h Gall, evit bountañ galleg war an dud aesoc'h e voe divizet gant ar republik divodañ ar vro ha diazezañ daou zepartamant en o lech e 1790. (Bas-Rhin ha Haut-Rhin)
Adstaget e voe ouzh Alamagn e 1871, adstaget ouzh Bro-C'hall e 1918, ouzh Alamagn e 1940 hag ouzh Bro-C'hall e 1944. Abaoe eo aet ar gallekaat war-raok ha koazhet niver an elzasegerien.
Remove ads
Douaroniezh
Tremen a ra ar Roen dre Elzas. Dispartiañ a ra Elzas diouzh Alamagn er reter. De Gross Belche (Grand Ballon e galleg, Großer Belchen en alamaneg) eo ar menez uhelañ, 1 424 m dezhañ. Er c'hornôg emañ menezioù ar Vogezoù, lec'h ma kaver kalz koadeier.
Straßburg eo ar gêr-benn. Ar c'hêrioù pennañ all :
- Mülhausen
- Saint-Ludwig
- Zabern
- Schiltigheim
- Schlettstadt
- Wittenheim
Remove ads
Melestradurezh
![]() |
E 1790 e voe rannet Elzas etre daou zepartamant :
E 1871 e voe kemeret Elzas gant an Impalaeriezh alaman, hag ul lodenn c'hallek a oa bet lakaet e Haut-Rhin a chomas e Bro-C'hall d'ober an Territoire de Belfort. Stag e chomas an douaroù anvet Elzas-Loren ouzh Alamagn betek dibenn ar Brezel-bed Kentañ. | |
Ardamezouriezh
Meur a ardamez elzasat zo bet e red Istor ar vro.
![]() |
Ar Rot un Wiss ("Ruz ha Gwenn") troc'het etre gul hag argant eo ardamez istorel Elzas abaoe an XIvet kantved, pa oa hini Gerhard Elzas (c. 1030-1070). Alies e veze dibabet al livioù argant ha gul da vare an Impalaeriezh santel roman german, peogwir e oant re marc'heien ar Groaz.
|

D'ar 25 a viz Mezheven 1912 e tivizas Breujoù Elzas-Loren kemmañ ar Rot un Wiss dre gargañ ar gul gant ur groaz Loren en aour war tu kleiz ar banniel, kement-se evit diforc'hañ Elzas ha Loren diouzh Alamagn dre "Republik Elzas-Loren".
Biskoazh avat ne voe anzavet "Banniel Reichsland Elsaß-Lothringen" gant pennadurezhioù Prusia.
Evel Breizh ez eo rannet Elzas etre Elzas-Uhel (Oberelsass) – ar Roen-Uhel – hag Elzas-Izel (Unterelsass) – ar Roen-Izel, pep unan gant he ardamez.
![]() |
Oberelsass : en gul e sourin en aour eilet gant c'hwec'h kurunenn gevliv, 3 ouzh kab ha 3 eilpennet ouzh beg. | |
![]() |
Unterelsass : en gul e wifrell en argant kostezennet gant div eilenn vleuñvellet kevliv. |
D'ar 5 a viz Mae 1948 e tivizas prefeded an daou zepartamant elzasat lakaat sevel ur banniel evit ar rannvro velestradurel ; en ardamezour gall Robert Louis (1902-1965) ha Jacques Meurgey de Tupigny, pennvirour Dielloù broadel Frañs, e voe fiziet al labour.
Diwar skouer an Union Jack e tivizjont kendeuziñ skoedoù Oberelsass hag Unterelsass.
E 2003 e voe kendeuzet an daou skoed adarre gant pennadurezhioù ar rannvro Elzas, dre eilañ sourin en argant Unterelsass gant kurunennoù en aour Oberelsass.
Remove ads
Timbrouriezh
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads