Alice in Chains

From Wikipedia, the free encyclopedia

Alice in Chains
Remove ads

Alice in chains a zo ur strollad rock hag a c’heller lakaat e-touez ar strolladoù heavy metal pe, resisoc’h, ar strolladoù grunge.

Thumb
Alice in Chains (2019)

Savet e oa bet ar strollad e Seattle gant Layne Staley (kaner), marvet d’ar 5 a viz ebrel 2002, Jerry Cantrell (gitarour), Mike Inez (isgitar) ha Sean Kinney (taboulinoù).

Savet e oa bet ar strollad e penn-kentañ 1987 e Seattle. Ne sinint war columbia nemet en Ebrel 1989 : o single kentañ, We die young a voe embannet e Mezheven 1990. Ar gantenn gentañ, Facelift a voe embannet daou viz war-lerc’h, renket e voe neuze We die young e-touez ar 5 kanaouenn metal tremenet ar muiañ er mare-hont.

Adalek ar bloavezh 1990 e veze leun-chouk o abadennoù, ha kaset e oa ar strollad d’ober meur a droiad gant arzourion anavezet evel Iggy Pop, Slayer, Anthrax, Van Halen, Rage Against The Machine pe Megadeth.

Adalek miz Du 1994, Layne Staley, kaner ar strollad, a grog da seniñ gant ur strollad all ouzhpenn Alice in chains. Mad season eo anv ar strollad-se, hag emañ ennañ, da skouer, gitarour ar strollad Pearl jam : Mike mcCready. Jerry Cantrell a lerc'hwez, eus e du, ur gantenn solo anvet Boggy depot e 1998, hag a vo heuliet gant Degradation Trip e 2002.

Echu e seblante bezañ gant ar strollad war lerc’h marv Staley, met adkregiñ a reas ar sonerion all da senniñ asambles. Setu penaos e voe dalc'het ganto un abadenn hepken e 2005 da skoazellañ reuzidi an Tsunami en deus skoet Azia e 2004. Goude ez a ar strollad d’ober un droiad e Europa e 2006 gant ur c’haner nevez : William Duvall eus Comes With The Fall.

Remove ads

Istor

Penn-kentañ (1987-1990)

E-kerzh ar bloavezh 1987 e gejas Layne Staley gant ar gitarour/sonaozour Jerry Cantrell en un nozvezhiad. Mignonañ a rejont ha kinniget e voe da Staley embarzhañ strollad Cantrell, anvet Diamond Lie. Er strollad e vez an izgitarour Mike Starr, mignon ouzh Cantrell. Klask a reas ar strollad un tabouliner ha Starr eo a ginnigas da Sean Kinney, karedig e c'hoar, da vezañ en taol.

Buan e krogas a ra ar strollad da aozañ kanaouennoù dezho ha da zroiata e kluboù Seattle, adanvet da vat Alice in Chains, an anv o vezañ awenet gant anv ur strollad kozh a Staley: Alice N' Chainz.

Dont a reas a-benn ar strollad da sinañ ur c'hevrat gant ti Columbia Records e 1989. Goude bezañ lerc'hwezet un heuliad a gantennoù diskouez e penn-kentañ 89 ez embannas ar strollad e vaksi kentañ, We Die Young, e miz Gouere 1990. Kanaouenn ar memes anv a raio ur berzhig war ar skingomzoù metal hag a briento an traoù evit kantenn kentañ ar strollad, Facelift, embannet e miz Meurzh 1992. Ar ganaouenn Man in the Box en do ur berzh dic'hortoz hag a roio tu d'ar strollad da dremen evit ar wech kentañ war MTV. Mont a reas ar strollad da zroiata ha da zigeriñ abadennoù Van Halen hag Iggy Pop, hag e diwezh ar bloaz e voe Facelift anvet da gantenn aour er Stadoù Unanet.

Ar berzh o kreskiñ, ar bloavezhioù grunge (1991-1994)

Ar bloavezhioù goude-grunge (1995-1997)

Marv Staley (1998-2002)

Adstummadur (2005-)

Remove ads

Izili

Izili padel

Izili e troiadoù

  • Scott Olson - Gitar heklev (1996)
  • William DuVall - Kan, gitar lusk (2006-Bremañ)
  • Duff McKagan - Gitar lusk (2006-Bremañ)

Ez-izili

  • Layne Staley - Kan, gitar lusk (1987-2002) (marvet)
  • Mike Starr - Izgitar (1987-1992)
Remove ads

Kantennrolladur

EP-où

Kantennoù studio

Kantennoù leurenn

Dastumadegoù

  • Jar of Flies/Sap, 1994
  • Nothing Safe: Best of the Box, 29 a viz Even 1999, (Columbia Records), #20 US (Gold)
  • Music Bank, 1999
  • Greatest Hits, 28 a viz Eost 2001, (Columbia Records), #112 US (Gold)
  • The Essential Alice in Chains, 5 a viz Gwengolo 2006, (Columbia Records/Legacy Recordings), #139 US

Prizioù

Anvet e oa bet ar strollad e 1991 d’an American Music Awards er rummad gwellañ strollad heavy metal. War ar renk int bet ivez d’ar Grammy Awards evit an abadenn wellañ, met hep berzh.

Singlioù

Muioc'h a ditouroù Bloavezh, Song ...
Remove ads

Liammoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads