American Broadcasting Company

From Wikipedia, the free encyclopedia

American Broadcasting Company
Remove ads

An American Broadcasting Company, berraet en ABC, a zo ur chadenn skinwel genwerzhel stadunanat kement hag ur rouedad skinwel perc'hennet gant an Disney–ABC Television Group, ul lodenn eus an Disney Media Networks suj d'ar Walt Disney Company. Lec'h pennañ ar rouedad a vez kavet e Columbus Avenue ha kornôg ar 66th Street e Manhattan, New York. Kavet e vez burevioù meur all pe lec'hioù produiñ e kêr New York City, met ivez e Los Angeles pe Burbank, e Kalifornia.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv berr ...
Thumb
Logo an American Broadcasting Company

Abaoe 2007, ha gwerzh an ABC Radio (anavezet ivez evel Cumulus Media Networks) da Citadel Broadcasting, ABC en deus bet diskennet a galz e holl oberiadurioù er-maez eus bed ar skinwel. O vezañ ar pemvet rouedad skignañ koshañ er bed met an hini yaouankañ eus an tri rouedad skinwel pennañ er Stadoù Unanet (Big Three television networks), ABC a vez lesanvet alies The Alphabet Network, dre ma vez ar berradur oc'h adimplij teir lizherenn gentañ al lizherenneg en urzh.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads