Manhattan
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Manhattan (distagadur: [mænˈhætən]) a zo unan eus ar pemp borough (ranngêr velestradurel) a ya d'ober kêr New York er Stadoù-Unanet. An hini bihanañ anezho eo, met an hini stankañ ar boblañs ennañ, hag ivez an hini pinvidikañ. Klotañ a ra Manhattan gant kontelezh New York met homañ n'he deus ket galloudoù ur gontelezh normal peogwir e klev ouzh gouarnamant New York.
Evit implijoù all, gwelet Manhattan (disheñvelout).

Ur plas arc'hantel bras eo Manhattan, hag eno emañ Wall Street hag an New York Stock Exchange. Ur bern skraberioù-oabl a zo, gant ar re vrudetañ evel an Empire State Building hag an One World Trade Center a gemer lec'h ar World Trade Center distrujet gant gwalldaolioù d'an 11 a viz Gwengolo 2001. Er New York City Hall (« Ti-kêr New York ») emañ sez Gouarnamant ar gêr. Skolioù-meur brudet zo ivez, evel Skol-veur Columbia, Skol-veur New York ha Skol-veur Rockfeller.
Heñvel ouzh New York eo Manhattan ul lec'h bedvroat. Kalz koñsuldioù ha sez ar Broadoù Unanet a gaver eno. E China Town emañ an niver brasañ a Sinaiz er Cʼhornôg. Lec'h touristelañ ar Mell Aval eo, gant 62,8 milion a doutisted e 2017[1]. Ar mirdioù brudetañ eo ar Metropolitan Museum of Art, ar muzeom amerikan istor naturel hag ar Museum of Modern Art (MoMA). Time Square, Central Park ha Grand Central Terminal emañ e-touez an dek lec'h ar muiañ gweladennet er bed.
Remove ads
Istor
Dont a ra an anv eus ar ger mounseek manaháhtaan hag a dalv « enezenn stank he zorgennoù » moarvat.
Diazezet e voe ur post kenwerzh e Manhattan izel gant tud eus ar Proviñsoù-Unanet e 1624. Prenet e voe da Ameridianed hag anvet Amsterdam Nevez e 1626. Tremen a reas dindan reoladur ar Saozon e 1664, hag e voe adanvet New York pa voe roet an douaroù-se da Dug York gant e vreur ar roue Charlez II Bro-Saoz.
Remove ads
Douaroniezh
C'hoarvezout a ra ar borough eus enezenn Mahattan, Marble Hill en douar bras hag enezigoù. Enezenn Manhattan zo 59 km² dindani, 21,6 km hirder ha 3,7 km ledander dezhi d'al ledanañ (e-kichen ar 14vet straed).
Yen ha gleb e vez ar goañv, tomm ha gleb an hañv.
Yezhoù
Notennoù ha daveoù
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

