An Intel
kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An Intel a zo ur gumun e Breizh e kanton Kiberen e departamant ar Mor-Bihan.
Remove ads
Douaroniezh
- War lez genoù Stêr an Intel hag ar Meurvor Atlantel emañ an Intel.
Istor
XIXvet kantved
- Krouet e voe ar gumun d'an 20 a viz Gouere 1850 diwar ul lodenn eus kumun an Ardeven[2].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 107 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,46 % eus he foblañs e 1911[3].
Korventenn 1930
- 19-20 a viz Gwenholon 1930: kollet e voe dek bag ha mervel a reas 72 pesketour eus an Intel abalamour d'ar gorventenn[4],[5].
Eil Brezel-bed
- E Sankenn an Oriant edo ar gumun; dieubet e voe an Intel d'an 12 a viz Kerzu 1944 gant ar 94vet Rannlu Troadegiezh SUAat dindan urzhioù ar Jeneral Fortier, pezh a rannas Sankenn an Oriant e div lodenn[6].

- Da 8 eur noz d'ar 7 a viz Mae 1945 e oa bet sinet kodianañ an Alamaned a oa o terc'hel Sankenn an Oriant er Café Breton en Intel; an arsav-emgann a voe sinet gant ar c'horonal Borst en anv al lu alaman, ar c'horonal Keating en anv al lu Suaat hag ar c'horonal Joppé en anv al lu gall[7]; lakaet e voe da dalvezout da 00.01 d'an 8 a viz Mae.
- Mervel a reas 21 den abalamour d'ar brezel[8].
Tarzh-meur an Intel
- Tarzh-meur an Intel.
- Monumant ar re varv d'an 3 a viz Here 1958.
- Bagdi ar vag-saveteiñ.
Brezelioù didrevadennañ
- Mervel a reas ur gwaz e Brezel Indez-Sina ha tri gwaz e Brezel Aljeria[10].
Remove ads
Mirdi
- Mirdi an Dounetaerion[11].
Monumantoù ha traoù heverk

- Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
- Monumant ar re varv er vered, luc'hskeudennoù ha kartenn-bost[12],[13]. Dioueliet e voe d'an 12 a viz Du 1922, luc'hskeudennoù[14].
- Plakenn ar Rezistanted marvet en emgannoù an dieubidigezh e dibenn miz Eost 1944, luc’hskeudenn[15].
- Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luchskeudenn[16].
Armerzh
- Ur vag-pesketa hengounel er porzh.
- Ar skornlec'h.
- 81 vag-chaluter a voe er porzh da vuiañ, ha 26 kokaniour; e 1963 e voe degaset 21 600 tonenn a besked gant pesketourion an Intel betek porzhioù ar Meurvor Atlantel, d'ar c'houlz-se e oa ar porh ar pevare hini eus ar Frañs a-bezh hervez ar pesketa pesked; e 1964 e voe pourchaset skorn 548 gwezh d'ar bigi-chaluter gant al labouradeg-skorn, da lâret eo e voe kenderc'het 12 700 tonenn skorn[17].
Remove ads
Emdroadur ar boblañs
abaoe 1962
Niver a annezidi

abaoe 1851

Melestradurezh

Tud
Gevelliñ
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads