An Ospital
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An Ospital, pe An Ospital-Kamfroud[2], zo ur gumun e Kerne e Kanton Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h, e departamant Penn-ar-Bed hag e Bro-Gernev, e kornôg Breizh. Emañ ar gumun e Park natur an Arvorig.

Remove ads
Istor
Krennamzer
- Un ospital a oa dindan abati Landevenneg. En XIIvet kantved e oa dindan Urzh Sant Yann Jeruzalem.
Dispac'h Gall
- Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, François Crenn[3].
XXvet kantved
- 70 gwaz ag ar gumun, da lavarout eo 5,65% ag he foblañs e 1911, a varvas abalamour d'ar brezel[4].
- 21 den ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[4].
- D'ar 7 a viz Kerzu 1940 e kouezhas un nijerez Beaufort marilhet N1154 ha kodet MW-B eus 217 Squadron aerlu ar Rouantelezh-Unanet en Ospital; lazhet e voe he fevar nijer, beziet int e bered ar gumun[5] ; ur yoc'h a dud a gemeras perzh en obidoù[6].
- Brezelioù didrevadennañ
- Brezel Indez-Sina : 3 milour eus ar gumun a varvas[4].
- Brezel Aljeria : 4 milour eus ar gumun a varvas[7].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz katolik Itron-Varia Geloù Mat, XVvet kantved
- Monumant ar re varv[8] ; dioueliet e voe d’ar 16 a viz Gouhere 1921[9].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
Karrnijerion e oa an holl. Marvet int d'ar 7 a viz Kerzu 1940 e-kerzh an Eil Brezel Bed[10] pa gouezhas o c'harr-nij. (Beaufort I) en Ospital[5]
Remove ads
Poblañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Tud
Tud bet ganet eno
- 1921 : Charlez ar Gall, stourmer sevenadur Breizh.
Gevelliñ
Liammoù diavaez
- (fr) lhopital-camfrout.fr, lec'hienn ofisiel ar gumun
- (br) an Ospital war lec'hienn Geobreizh
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads