Añje

kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia

Añje
Remove ads

Añje (stumm brezhonek[2], Angers stumm ofisiel gallek) eo kêr vrasañ kornôg Bro-C'hall, war ribl ar Maine, nepell eus he c'hember gant al Liger. Kêr-benn bro Anjev e oa en Istor, ha kavell an Tiegezh Plantagenet. Bremañ eo prefeti an departamant Maine-et-Loire, hag e-barzh ar rannvro velestradurel Broioù al Liger emañ. Ar gêr zo ur greizenn ekonomikel war dachennoù ar greanterezh, an touristerezh hag ar plant. E 2020 e oa 155 876 a annezidi enni[3].

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro ...
Remove ads

Istor

Eus ar Gelted Andes pe Andecaves e teu hec'h anv. Er IVe kantved-Vvet kantved e oa anvet kêr civitas Andecavorum, pe Andecavis.

Kavell an tiegezh Plantagenet a voe Añje. Savet e voe he c'hastell gant Loeiz IX, roue Bro-C'hall, etre 1230 ha 1240. Brudet e voe René Anjev er XVvet kantved, ganet e Añje, dug Anjev, kont Provañs, roue Sikilia, roue Naplez hag all.

Angers eo kêr-benn Anjev c'hoazh hiziv hon deiz e pennoù he annezidi, daoust da vezañ e-barzh ar rannvro Broioù al Liger war an dachenn velestradurel.

Thumb
Kastell Añje.
Remove ads

Douaroniezh

Añje zo war ribl ar Maine, ur stêr hag en em daol el Liger un tamm pelloc'h er Su. Kemberiñ a ra teir stêr e norzh ar gêr hag a ya d'ober ar Maine : ar Mezven, ar Sarthe hag al Lez.

War bevenn Traoñ al Liger emañ Añje, ul lec'h rummet Glad bedel gant an UNESCO.

Touristerezh

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi. Er c'hreiz-kêr istorel emañ tiez kozh dibar hag an Iliz-veur. Er C'hastell e c'haller gwelout Pallenn-moger an Apokalips.

Gevelliñ

Liammoù keneilded :

Tud

Tud bet ganet e Añje :

Skeudennoù

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads