Ab (mab)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ab, pe ap, zo ur ger brezhonek ha kembraek, deuet diwar an anv-kadarn mab, a gaver en un nebeud anvioù tud.

E brezhoneg

E brezhoneg eo deuet da vezañ ur rakger hag a gaver en anvioù-tiegezh a orin leonat :

  • ab: Abalan (aliesoc'h dindan ar stumm gallekaet Abalain), Abalea, Abaofred, Abarnoù, Abazïou, Abegile (aliesoc'h dindan ar stumm gallekaet Abéguilé), Abernod, Abgrall, Abhamon, Abherve, Abiven, Abolier, Abyann (aliesoc'h dindan ar stumm gallekaet Abjean), Abily ;
  • ap: Apere, Apherri (aliesoc'h dindan ar stumm gallekaet Apéry), Apriou.

Abeozen eo anv-pluenn ar skrivagner Fañch Elies.

Remove ads

E kembraeg

E kembraeg eo ur ger hag a gaver en anvioù tud,

  • pe e-kreiz an anv,
  • pe evel rakger,
    • P, en anvioù evel Parry, Powel, Pritchard, Pugh, eus ap Harri, ap Hywel, ap Rhisiart, ap Huw,
    • B, en anvioù evel Bevan, Bowen, eus ab Efan, ab Owain.

Gwelet ivez

Levrlennadur

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads