Brezhoneg

yezh keltiek a vez komzet e Breizh From Wikipedia, the free encyclopedia

Brezhoneg
Remove ads

Ur yezh keltiek a orin eus Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg, pe ar breton e lec'hioù zo[1]. Deuet e vije diwar ur yezh voutin a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) e-tro dibenn an Henamzer. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh.

Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Rann eus ...
Fedoù berr-ha-berr Brezhoneg, Perzhioù ...

Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus Breizh-Uhel (Bro-Naoned ha Bro-Roazhon), buan e yeas da get e Bro-Zol hag e Bro-Sant-Maloù levezonet-don e voe gant ar romaneg e bro Gwerrann hag e Bro-Gwened[2]. Tamm-ha-tamm ez eas ar brezhonegva war-gil ; hiziv ne vez komzet nemet e Breizh-Izel, er c’hornôg d’ul linenn hag a dreser dre vras eus Plouha da Wened)[3].

E 2024 e istimed e oa 107 000 brezhoneger[4].

Remove ads

Istor diavaez ar brezhoneg

Thumb
Hervez sontadeg TMO-KR Breizh 2018 hag OPaB, 246 180 a dud en holl.

Bet eo komzet ar brezhoneg gant pennoù bras Stad Breizh betek an XIIvet kantved a-raok bezañ dilezet ganto. Deuet eo tamm-ha-tamm da vezañ yezh Goueled Breizh hag ar bobl vunut p'eo bet dilezet d'e dro gant an noblañs hag ar vourc'hizien, a zo aet war ar galleg. Al latin e oa yezh skrivet duged Breizh, hag ar galleg adalek ar XVvet kantved[5]. Chomet ez eus gerioù prizius diwar ar brezhoneg kozh a vez implijet hiziv an deiz da sevel gerioù brezhonek nevez war tachennoù evel ar brederouriezh ha skiantoù mab-den, da skouer.

Kar-tost eo ar brezhoneg d'ar c'hembraeg ha, marteze, un tammig d’ar galianeg hag a zo aet da goll da vat war-dro kreiz ar VIIvet kantved, met n'eus tamm prouenn ebet e vefe bet levezonet ar brezhoneg gant ar galianeg peogwir n'ouzer ket nemeur a dra a-zivout stad ar galianeg en amzer donedigezh Brezhoned an Inizi da Vreizh-Vihan ha n'ouzer ket kalz hiroc'h diwar-benn brezhoneg an amzer-se kennebeut. Anavezet eo ar brezhoneg gant Aozadur ar Broadoù Unanet evel ur yezh evel ar re all.

Remove ads

Brezhoneg ha Dispac'h gall

N'he deus ar vonarkiezh graet netra a-enep ar yezhoù disheñvel diouzh ar galleg, met adal an Dispac'h gall eo bet cheñchet an traoù[6]. Kroget ez eus bet da gelenn galleg d'an holl dud ha da waskañ war un dro an holl yezhoù all a veze graet patois anezho en un doare dismegañsus, e Breizh peurgetket a-drugarez da zoareoù kriz da lakaat mezh war bugale er skolioù Stad pe gatolik. Dalc'het e voe d'ar politikerezh-se da lazhañ ar brezhoneg betek ar bloavezhioù 1960, da lavaret eo betek ar mare ma voe echuet well-wazh gant ar skolioù da zegemer bugale dic'hallek desavet e brezhoneg gant o zud.

E deroù an XXIvet kantved, ha pa gendalc'hfe ar politikerezh gall da lakaat galleg dre holl abalamour m'eo yezh ar republik, e veze komzet brezhoneg gant war-dro 300 000 a dud c'hoazh (e-skoaz 1 300 000 er bloaz 1930). Evit diskouez pegen kriz eo bet an traoù a-enep ar brezhoneg ez eus ur frazenn anavezet mat hag a lavar splann an traoù : « Il est interdit de cracher par terre et de parler breton ». E penn-kentañ an XXvet kantved ne ouie an hanter eus an dud nemet brezhoneg hag an hanter all a ouie an div yezh. Er bloaz 1950 ne chome mui nemet 100 000 a dud na ouient nemet brezhoneg.

Hiziv an deiz ez eo ar brezhoneg ar yezh keltiek nemeti hep statud ofisiel ebet. Ne fell ket d'ar gouarnamant lakaat cheñch mellad 2 ar vonreizh bet degemeret er bloaz 1994 hag a embann La langue de la République est le français.

Ingal en em vod dekviliadoù a dud e Frañs evit goulenn ma vefe kemmet al lezenn-se : en Europa ne vez kavet ul lezenn evel-se nemet e Frañs.

Nevez zo eo bet ar skolioù Diwan o klemm dirak Lez europat gwirioù mab-den evit ma vefe doujet da wirioù ar Vretoned e-keñver o yezh.

Brezhoneg a vez komzet ivez en estrenvro hag e Bro-C'hall, er c'hêrioù bras dreist-holl.

Remove ads

Marevezhioù ar brezhoneg

Thumb
« Spilhennig » : merk ar vrezhonegerien.

Boas eur da rannañ istor ar brezhoneg e meur a varevezh.
Betek an VIIvet kantved ne oa bet kemm bras ebet etre ar predeneg komzet e Breizh-Vihan hag an hini komzet e Breizh-Veur.

An deskadurezh

Thumb
% a skolidi en un hentad divyezhek er 1añ derez
Thumb
% a dud a-du pe a-du-kenañ da gaout muioc'h a vrezhoneg er skolioù

Er bloaz 1977 e voe krouet ar rouedad skolioù Diwan. Er skolioù-se e vez desket dre ar brezhoneg (4 337 skoliad da vare an distro-skol e 2018[7]).

Klasoù divyezhek zo ivez e skolioù stad (Div Yezh - 8 563 skoliad) hag e skolioù katolik prevez (Dihun - 5 437 skoliad)[8]). Miliadoù a dud yaouank (18 337 en holl e 2018) a ya da skolioù seurt-se adal ar skol-vamm betek fin al lise.

Pell emañ ar sifroù-se diouzh goulenn an dud c'hoazh, hervez disoc'hoù sontadeg TMO/Kuzul-rannvro Breizh 2018.

Remove ads

Geriadurouriezh

Rannyezhoù ar brezhoneg

Petra zo dibar d'ar brezhoneg ?

Tres ar verb : ober / bezañ oc'h ober

Evel en iwerzhoneg ez eus daou stumm da bep amzer verb e brezhoneg. Kemm zo etrezo hervez m'eo boas an ober pe n'eo ket. Kavet e vez traoù evel-se e saozneg ivez. Kavout a reer en amzer-vremañ ur stumm boas hag ur stumm war ober :

  • Me zo o komz gant ma amezeg (bremañ pa lavaran)
  • Me a gomz gant ma amezeg (bep mintin)

Er verb bout (bezañ) hag er verb kaout avat ez eus daou stumm disheñvel hep stumm war ober ebet (gant ar « verb bezañ + o + anv-verb ») :

  • Skuizh on hiziv
  • Skuizh e vezan da Wener
  • Naon am eus heno(a)zh
  • Naon am bo fenoz
  • Naon am bez bemnoz

Araogennoù displeget

Evel er yezhoù keltiek all a-vremañ e vez displeget an araogennoù e brezhoneg hervez ar gour, da lavaret eo ez a ar raganvioù-gour d'ober ur ger hepken gant an araogenn zo araozo.

Muioc'h a ditouroù Gour, Displegadur ...
Remove ads

Keñveriañ gerioù

En daolenn amañ dindan e kavor perzhioù boutin d'ar brezhoneg (hini Gwened ha KLT) hag ar c'herneveureg ; ar gerioù gallaouek ha gallek zo roet ivez. Gellout a reer gwelet traoùigoù heñvel e brezhoneg ha gallaoueg, da skouer an doare da lavaret « gwiñver », kazh-koad neuze e brezhoneg ha chat-de-boéz savet o-daou war an hevelep patrom, met war harzoù ar brezhoneg hepken e vez kavet an doare-se (Sant-Yann-Brevele), hag e Gwernenez, e Breizh-Uhel e kaver dre vras chat d'étchuiré, chat d'écureuil, evel en ul lodenn vras eus ar yezhoù oil[9].

Muioc'h a ditouroù Kerneveureg (FSS), KLT) ...
Remove ads

Stourmoù evit ar yezh

Kalz anezho zo bet ; difeuls alies ha dic'hortoz eo ar re nevesañ.

  • Ur strollad nevez anvet Ai'ta! (deomp dezhi, e brezhoneg Treger ; gwelit ) a stourm evit ar yezh er vuhez foran gant fent ha preder.
  • Ur stourm all zo anezhañ eo ar stourm livadureg, da heul Stourm ar Brezhoneg. Kement hini hag a stourm evit ar yezh zo pedet neuze da ginklañ ur blog gant e wellañ livadurioù (gwelit ).

Politikerezh evit ar yezh

En deskadurezh

A-benn talañ ouzh an diouer a gelennerien stummet war an deskadurezh vrezhoneg ez eus bet krouet yalc'hadoù "Skoazell & Desk" gant ar rannvroioù hag ar c'huzul bro.

Priziadeg 2018

E miz Meurzh/Ebrel 2018 e voe goulennet gant ar gelennerien vrezhoneg lakaat da dremen arnodennoù live evit ar c'hlasadoù trede e Diwan, en deskadurezh katolik hag an deskadurezh foran, da welet live gwirion ar skolajidi e fin ar c'helc'hiad pevar (sañset B2 ar CECRL).

Er vuhez foran

Er vuhez foran e kaver brezhoneg dindan daou stumm : ur c'hoant da vrudañ ar yezh ha da ziskouez ez eus politikerien a-du ganti, pe un implij gant brezhonegerien war ar pemdez.

Aliesoc'h-aliesañ e kaver ar brezhoneg er bed ekonomikel, ma vez degaset gant tud kar-o-yezh bet desket enni ha deuet da vezañ aktourien er bed-se. An abeg a genwerzh zo ivez dre emdroadur spered an dud a fell dezho adkavout un aergelc'h gwirion ha gwriziennet donoc'h en o endro sevenadurel.

Remove ads

Diouer a stourm evit ar yezh

E miz Kerzu 2006 e oa bet Marc ar Fur, kannad UMP (tu dehoù gall) Loudieg o kinnig e parlamant Pariz ur mennad savet evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall : kannad ebet eus ar PS gall e Breizh (na Jean-Yves an Drian, a zo ivez prezidant Kuzul Rannvro Breizh) n'en doa mouezhiet gant kinnig ar Fur.

Skort eo implij ar brezhoneg war an dachenn bolitikel e-maez an Emsav. Implijet e vez dreist-holl evit desachañ mouezhioù war-du ur strollad pe un den politikel. Ral eo ar c'hoant gwirion da harpañ ar yezh.

Remove ads

An niver a vrezhonegerien

Hervez un enklask kaset gant Fañch Broudig ha TMO, paeet gant Kuzul Rannvro Breizh, ne vije nemet 207 000 brezhoneger ken e 2007. Hervez enklask an INSEE, kempoelloc'h hervez Hervé Abalain[10], graet e 1999, e vefe 295 000[11]. Hervez Efficience 3 (2001) e vefe 300 000[11]. Ur 100 000 a dud bennak pe ouzhpenn a gompren mat ar yezh hep he c'homz[12].
Brezhonegerien zo e New York ; ar re-se oa degadoù bennaket anezho e 2012, hervez BZH New York, kevredigezh ar Vretoned eno[13]. N'eo ket gouiet hag ar re-se a gomz ar yezh a-wechoù pe bemdez, pe ar seurt rannyezh komzet ganto enni kennebeut.

Hervez ur studiadenn bet embannet e 2018 ez eus muioc'h evit 207 000 brezhoneger er vro[14]. Hervez ur studiadenn embannet gant Rannvro Breizh eus 2024 e oa istimet da gaout 107 000 brezhoneger [15]. Nebeutoc'h a vrezhonegerien met gant ur geidenn a oad o izelaat.

Krennlavaroù diwar-benn ar brezhoneg

Liammoù diavaez

Fedoù berr-ha-berr

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • Arzel Even : Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 1, Hor Yezh, 1987
  • (en) Steve Hewitt : The Degree of Acceptability of Modern Literary Breton to Native Speakers, Department of Linguistics, Cambridge, 1977 Lenn en-linenn. Kavet : 05/10/2020.
  • MADEG Mikael, Kentelioù distagadur brezhoneg Bro-Leon, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2020.
  • (en) Steve Hewitt : The problem of neo-speakers in language revitalization: The example of Breton, University College, London, 2020 Lenn en-linenn. Kavet : 05/10/2020.

Gwelet ivez

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads