Argoad
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An Argoad, pe ar Gorre e lec'hioù zo, a reer eus rannvroioù diabarzh Breizh. Enebet e vez ouzh an Arvor.

Remove ads
Gerdarzh
Savet gant ar rakger ar (ha n'eo ket ar ger-mell), hag ar ger koad.
Dont a ra ar rakger ar eus un araogenn gozh, a dalveze e-kichen hag a adkaver er ger arvor hag er c'hembraeg ar, hag a vefe kar d'an araogenn c'hresianek παρα (para).
N'eo ket sklaer hag-eñ e teu an anv-se war-eeun eus ar brezhoneg pe eus ur stumm diwezhat eus ar galianeg.
Douaroniezh
Ma 'z eus muioc'h a goadeier e kreiz Breizh (Koad Kenekann, Koad Pempont, Koad Loudieg, Koad Roazhon, Koad ar C'havr en o zouez), ne greder ket mui e oa goloet Arvorig ha Galia gant koadeier divent, rak hervez an arkeologourien e veze aret an darn vuiañ eus an douaroù en Henamzer.
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads