Galianeg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar galianeg a oa ur yezh keltiek kozh a veze komzet en ul lodenn eus kevandir Europa, adal ar VIvet kantved kent JK betek ar VIvet kantved, gant annezidi Galia (hiziv : Bro-C'hall, Luksembourg, Belgia, ar pep brasañ eus Suis, Italia an Norzh, un darn eus an Izelvroioù ha Germania war ribl kleiz ar stêr Roen. Er ster ledanoc'h e c'hallfe enklozañ yezhoù keltiek all a veze implijet e Kreizeuropa (norikeg, yezh an Noriked), er Balkanioù hag en Anatolia (galateg).
Asambles gant al leponteg hag ar c'heltibereg komzet el Ledenez iberek e vez tolpet ar yezhoù-se en ur strollad douaroniel anvet « yezhoù keltiek kevandirel ». Arvar ha breud zo diwar-benn an darempredoù resis kenetrezo ha gant ar yezhoù keltiek a-vremañ,rak dister eo o roudoù peurliesañ.
Galianeg a gaver war un 800 enskrivadur bennak (a-zarn peurvuiañ) a enkloz deizhiadurioù, priajoù, mein kañv, pezhioù ha testennoù all. Da gentañ e veze skrivet ar galianeg dre al lizherenneg c'hresianek e Bro-c'hall ar Su, ha tamm-ha-tamm e voe implijet al lizherenneg latin pa voe aloubet Galia gant ar Romaned[1].
Tro-dro ar Vvet kantved e voe distroadet ar galianeg en Europa ar C'hornôg gant al latin poblek ha yezhoù germanek liesseurt. E-kerzh ar VIvet kantved ez eo aet ar galianeg da get war a soñjer.
Remove ads
Morfologiezh
Peuzheñvelderioù a oa etre ar galianeg hag al latin en o yezhadur. Hervez an istorour gall Ferdinand Lot e voe abeg degemer al latin plaen ha brav er C'halia Roman[2].
Troadoù yezhadurel
Galianeg a zo seizh troad gantañ: an tro-envel, an tro-c'hervel, an tro-damall, an tro-c'henel, an tro-reiñ, an tro-vinviaouel hag an tro-lec'hiad.
Verboù
Verboù galianek o deus:
- 4 amzer: amzer-vremañ, amzer-dazont, amzer-vremañ-kevrennek ha amzer-amdremenet
- 4 doare: doare-disklêriañ, doare-sujañ, doare-hetiñ ha doare-gourc'hemenn
- 2 du: Tu-gra ha Tu-gouzañv[3].
Remove ads
Levrlennadur
- (br) Even, Arzel (1956) : Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 1, Hor Yezh, 1987,pp. 26–59.
- (fr) Dottin, Georges (1920) : La langue gauloise – Grammaire, textes et glossaire, Slatkine Reprints, 1985 (ISBN 978-2-05-100208-0)
- (fr) Savignac, Jean-Paul : « Merde à César » – Les Gaulois– Leurs écrits retrouvés, rassemblés, traduits et commentés, Éditions de la Différence, 2000 (ISBN 978-2-7291-1323-0)
Remove ads
Liammoù diavaez
Mammennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads