Avrou
kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Avrou en arpitaneg (Avrieux e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Savoia, e departamant ar Savoie, er rannvro c'hall Auvergne-Rhône-Alpes.
Remove ads
Douaroniezh
Emañ kêriadenn Avrou e traoñienn Moriena, war ribl an Arc, 5 kilometr er biz da v-Modane. Tostig-tost alese emañ park broadel ar Vanoise.
Istor
Mervel a reas an impalaer Karl Voal eno d'ar 6 a viz Here 877. O tistreiñ eus Italia en doa kavet repu en Avrou (« Brios » d'ar mare-se).
E 1805 e voe krouet ur post evit linenn pellskriver Chappe Pariz — Milano.
Politikerezh

Gevelliñ
Armerzh
Un aveadur 5 c'hwezerezh a zo evit studiañ emzalc'h aerodinamikel aerlistri a bep seurt (kirri-nij, fuc'helloù...). Ar c'hwezerezh vrasañ a voe savet gant an Nazied en Aostria, kenkizet gant ar C'hallaoued goude ar brezel hag staliet en Avrou.
Emañ kreizenn ski La Norma en tu all d'an Arc.
Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz-parrez dediet da Sant Thomas Becket
- Chapel Itron-Varia an Erc'h
- Chapel Sant Benead
- Chapel Santez-Anna
- Chapel Sant-Roch
- Chapel an Dreinded santel
- Lamm-dour ar Saint-Benoit
- Kastel Avrou, aet da get
- Kreñvig Marie-Thérèse
- rummet Natura 2000[3] eo nec'h ar gumun, evit he flant dreist-holl
- Enkerzh Su kêriadenn Avrou, e park ar Vanoise.
- Gwel eus ar gêriadenn ha ar c'hreñlec'h Vittorio Emanuele.
- Ul lodenn eus c'hwezerezh Ofis vroadel studiadennoù hag imbourc'h an aeregor.
- Lamm-dour Saint-Benoit e norzh Avrou.
Remove ads
Notennoù ha daveennoù
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
