Bagar-Morvan
kumun Il-ha-Gwilen From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Bagar-Morvan a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Dol e departamant Il-ha-Gwilen.
Remove ads
Douaroniezh
Anv
Stummoù skrivet
- Jean-Yves Le Moing : "Bagar, 1181; Bagar Morvan, 1187".
- Erwan Vallerie : "Bagar, Bagar Morvan, 1181; Bagar, 1190; Bagar Morvan, 1190; Bagar Morvan, 1199; Bagar, 1209; Bagar, 1218; Baguer Morvan, 1219; Bagar Morvan, 1278; Bagar Morvan, Bagar, 1290; Bagar Morvan, XIVè; Bagar, 1420; Bagar Morvan, 1435; Bagar, 1452; Bagar, 1480; Bagair Morvan, 1516; Beq'Moruin, 1630"
Gerdarzh
- Marteville ha Varin (1853) : bagad tud ar mor
- Jean-Yves Le Moing (2007) ː talvoudegezh Bagar n'eo ket sklaer
- Jean-Claude Even ː Morvan e c'hellfe bezhañ un anv den, da dostaat ouzh hini Minieg-Morvan
Remove ads
Ardamezioù
- Skoed Bagar-Morvan a zo da lenn evel-henn ː en glazur e helm kandailhek en aour ; e gab en aour karget gant tri aval-pin geotet.
Istor
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 74 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 3,98% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed
- D'an 18 a viz Even 1944 e kouezhas daou garr-nij eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Bagar-Morvan:
- e "La Dibois", ur P-51D (anvet Butch, marilhet 44-13307 ha kodet VF-J); lazhet e voe e sturier, douaret eo e Britton Cemetery en Oklahoma City (SUA);
- e "Besnuis", ur P-51B (marilhet 43-7187 ha kodet WD-B); e sturier a zeuas a-benn da achap[3].
- Mervel a reas pemp den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Trevadennoù
- Brezel Aljeria: ur milour a varvas e miz Even 1957 e Tlemcen.
Remove ads
Brezhoneg
- 5,0 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[4].
Monumantoù ha traoù heverk

- Monumant ar re varv[5].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
Tud
- Jean d'Acyː kabiten an armoù; gouarner Corbeil (e Frañs). Brudet evit bezañ difennet mat ar gêr seizet e 1418 gant dug a Vourgogn, Charles-le-Téméraire[6].
Ardamezeg ar familhoù
| Béringhen
Markizien Châteauneuf ha Vaudoré e 1702. |
En argant e zri feul en gwad; e gab en glazur karget gant div fempdiliaouenn en argant | |
Liammoù diavaez
Levrlennadur
- Michel Froger & Michel Pressensé ː Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- Jean-Yves Le Moing ː Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne. Coop Breizh. 1990
- Marteville & Varin ː warlec'hienn J.-B. Ogée. 1843
- Erwan Vallerie ː Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. A Here. 1995
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


