Baiji

From Wikipedia, the free encyclopedia

Baiji
Remove ads

Ar Baiji, pe delfin Sina (Lipotes vexillifer) (Sinaeg: 白鱀豚) a zo un delfin dour dous kavet e stêr Yangtze e Sina. Arabat droukveskañ anezhañ gant delfin gwenn Sina (Sinaeg 中华白海豚). Roll ruz an IUCN a lak anezhañ da critically endangered ha disklêriañ a ra e c'hell bezañ aet da get[1]

Muioc'h a ditouroù Rummatadur filogenetek, Anv skiantel ...

War zigresk eo aet poblañs ar baijied goude m'he doa kroget Sina da c'hreantelaat ha da implijout ar Yangtze da besketa, treuzdougen traoù ha produiñ tredan. Bez' ez eus bet strivoù a-benn gwareziñ anezhañ met n'eo ket deuet a-benn an ergerzhadeg savet a-fetepañs da gavout baiji ebet er stêr e 2006. Disklêriet e oa bet aet da get en un doare gwerc'hel goude-se[2]. Ar baiji eo ar bronneg dour kentañ o vont da get abaoe morleon Japan ha reunig manac'h Karib.

E miz Eost 2007 en dije Zeng Yujiang filmet un aneval gwenn bras er Yangtze.[3]. Hervez Wang Kexiong eus skol-uhel hidrologiezh Akademizh Skiantoù Sina e c'hellfe bezañ ur baiji[4] met bezañs un aneval hepken n'eo ket a-walc'h da soñjal eo saveteet ar spesad.

Remove ads

Poblañs

Rummatadur

Ar baiji a c'hell bezañ renket er c'herentiad Lipotidae, Iniidae pe Platanistidae.

Ar spesad nemetañ eo er genad Lipotes.

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads