Batman[1] zo un dreistharoz treset er c'homicsoùstadunanat embannet gant DC Comics. Batman a zo bet krouet gant an arzour Bob Kane hag ar senarioourBill Finger, hag ar wech kentañ ma oa bet tu d'e welet a oa bet en er 27 niverenn ar c'homics Detective Comics d'an 30 a viz Meurzh 1939. En hollved DC, Batman eo anv harozel Bruce Wayne, ur playboy stadunanat pinvidik-mor, dengarour, o chom er gêr ijinet Gotham City. E orinoù a laka anezhañ da gaout ur c'hoant digoll a-enep an dorfedourien rak test eo bet eus munt e zud, Thomas ha Martha, pa oa eñ bugel, ur vendetta eo met frammet gant ur mennad justis. Gourdoniñ a ra e-unan kement spered ha korf. Savet en deus ivez un treuzwisk hobregon awenet gant tresoù un askell-groc'hen, ha diwall a ra straedoù Gotham streets diouzh an noz. Kane, Finger, a sikour Batman evel rolloù a-eil, gant e gamaladed Robin ha Batgirl; kevredidi evel Alfred Pennyworth ha James Gordon; e amouroous hag eneberezh a-wechoù Catwoman; tudennoù enebour a zo ivez evel ar Pingouin, ar Riddler, Two-Face, hag e enebour brasañ an Joker, e-touez un toullad all.