Black Guerrilla Family

From Wikipedia, the free encyclopedia

Black Guerrilla Family
Remove ads

Ar Black Guerilla Family, pe BGF (anvet ivez Black Family pe Black Vanguard) zo ur gang straed ha toull-bac'h afro-amerikan savet e 1966 gant George Jackson ha W.L. Nolen pad ma oant toullbac'het e prizon Stad San Quentin e Kontelezh Marin e Kalifornia.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Stad ...
Thumb
Simbol ar BGF, un aerouant o kemer buhez ur gward toull-bac'h.
Remove ads

Mennozhioù

Un aozadur dreistbeliour zu eo ar gang-se. Awenet gant Marcus Garvey, ar Black Guerilla Family (BGF) a oa bet diazezet evel ur strollad awenet gant al luskad Afro-Amerikan marksour-leninour. E-penn kentañ an aozadur en em wele evel unan reveulzier gant izili toull-bac'het. Palioù pennañ diazez an aozadur a oa da reiñ lamm d'ar gouennelouriezh, bevañ gant bri en toull-bac'h, ha diskar ar gouarnamant stadunanat.

Thumb
Porzh toull-bac'h San Quentin hiziv-an-deiz.
Remove ads

Istor

Ar Black Guerrilla Family a oa bet savet gant George Jackson e San Quentin State Prison e-pad mare al luskad Black Power. Gant an amzer e oa deuet an aozadur da vezañ anzavet evel un aozadur torfedourien pe gang er Stadoù-Unanet. Hervez lod istorourien e vefe awen an Aryan Brotherhood da glask gant krouidigezh ar Black Guerrila Family er memes toull-bac'h, an aozadur dreistbeliour wenn a vefe un enep a-gren d'an aozadur dreistbeliour zu[1]. Pa voe kemmesket ar brizonidi hep derc'hel kont eus o orinoù e oant en em strollet hervez al livioù kroc'hen. Ar re zu er Black Guerrilla Family hag ar re wenn en Aryan Brotherhood.

Remove ads

Izili brudet

  • Tavon White: Penn uhel d'an aozadur toull-bac'het e Kreizenn-dalc'h kêr Baltimore, peder gwardez anezhañ a voe dougerez ha pemp bugel a voe ganet[2].

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads