Boeing B-17 Flying Fortress
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Boeing B-17 Flying Fortress, lesanvet «Kastell-nij» e brezhoneg[1], a oa ur c'harr-nij bombezer ponner stadunanat implijet kenañ e-kerzh an Eil Brezel-bed. E nijadenn gentañ a voe e 1935 hag implijet e voe adalek 1938 gant an United States Army Air Force. Gant ar re-se e voe bombezet kenañ kêrioù Europa, koulz en Alamagn evel Dresden, kêrioù ar Ruhr ha kêrioù e dalc'h an Alamaned evel porzhioù Brest, an Oriant ha Sant-Nazer.

Remove ads
Pare
- Betek miz Mezheven 1944 e veze ur bare 10 den e bourzh pep B17[2]:
- ofiserien:
- sturier
- adsturier
- loman (merdeer) (a c'halle bezañ mindrailher ivez)
- bombezer (a c'halle bezañ mindrailher ivez)
- isofiserien pe tud a renk
- ijinour nij (a oa ivez mindrailher en douribell gein)
- oberer radio (a c'halle bezañ mindrailher ivez)
- mindrailher an douribell gof
- mindrailher an douribell kostez kleiz
- mindrailher an douribell kostez dehou
- mindrailher a-dreñv
- ofiserien:
A-wechoù e c'halle bezañ tud ouzhpenn, evel ul luc'hskeudenner da skouer.
- Adalek miz Mezheven 1944 e veze ur bare 9 den (tremenet e veze hep unan eus an daou vindrailher touribell gostez)
- Adalek miz C'hwevrer 1945 e veze ur bare 8 den (mindrailher touribell gostez ebet ken)
Remove ads
Liammoù diavaez
- video eus ur gefridi vombeziñ war military.com
Daveennoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads