Bonen
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Bonen a zo ur gumun a-wechall eus Breizh e departamant Aodoù-an-Hanternoz. Ul lodenn eus Rostrenenn eo bremañ.
Istor
- Un drev eus Plougernevel en eskopti Kerne e oa gwechall-gozh.
XIXvet kantved
- E 1842 e voe krouet ar barrez katolik.
- E 1892 e oa deuet Bonen da vezañ ur gumun.
XXvet kantved
- Brezel-bed kentañ: mervel a reas 46 gwaz abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 5,09 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[1], unan anezhe a voe lazhet en Ardemont e Belgia d'an 21 a viz Eost 1914, er 71vet Rujumant Troadegiezh e oant[2]
- Eil Brezel-bed: daou zen eus ar gumun a varvas abalamour d'o ferzh er rezistañs, pemp den all a varvas abalamour d'ar brezel[1].
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur chaseour d'an 8 a viz Ebrel 1960[1].
- E 1970 e voe staget kumun Bonen ouzh kumun Rostrenenn.
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- An iliz katolik.
- Ar monumant.
- Iliz katolik Sant Klaoda.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh
Emdroadur ar boblañs
Melestradurezh
- Ar maerdi.
Remove ads
Tud
- E Bonen e oa bet ganet ar varzhez Filomena Kadored d'ar 24 a viz Gouere 1892.
- 1913 : Manu Kerjean, kaner
- Michel Guillaume, kadoriad Kevredigezh Bretoned Bro Viêtnam, a vevas eno.
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads