Bos taurus

From Wikipedia, the free encyclopedia

Bos taurus
Remove ads

Bos taurus a zo anv skiantel ur spesad bronneg daskirier doñv eus Europa hag Azia o tont eus ar gourejen hag a zo e-touez ar chatal pennañ savet gant an den. Loened bras int (etre 100 ha 150 cm uhelder evit ar re c'hour hag etre 600 ha 1000 kg).

Muioc'h a ditouroù Saout Brizh du Breizh, Rummatadur filogenetek ...

Hervez renkadurioù nevesañ al loened e c'heller kavout daou isspesad : Saout doñv Europa, Bos taurus taurus pe Bos primigenius taurus hag ar zebu eus Afrika hag Azia Bos taurus indicus pe Bos primigenius f. taurus. Hervez skiantourien zo e c'hellfe bezañ ar spesad aet da get, ar gourejen renket e-touez an hevelep spesad Bos taurus primigenius.

Doñvet eo bet Bos taurus tro-dro 10 000 bloaz 'zo e broioù kreiz ar sav-heol a-raok bezañ ledanet e magerezh er bed a-bezh. Savet e veze evit kaout labour, kig ha laezh. Al lêr, ar c'herniel hag ar c'haoc'h a veze hag a vez implijet c'hoazh an deiz a-hiziv.

Pouezus eo bet hag e chom pouezus ar bioù evit an dud. Meur a relijion ha sevenadur a laosk ur plas bras dezho. An arzoù hag ar bruderezh a implij o skeudenn alies ivez.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads