Kig

From Wikipedia, the free encyclopedia

Kig
Remove ads

Kig vez graet eus forzh peseurt tamm loen ennañ danvez kigenn dreist holl met ivez druzoni, stirennoù, gwad. Ar bouzelloù hag ar flugez all a c'hell bezañ renket e-touez ar c'hig, daoust dezho bezañ stummet gant nebeut-tre pe tamm kigenn ebet.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Thumb
A bep seurt tammoù kig

Dont a ra ar c'hig eus ar sevel loened pe eus ar chaseal.

Savet e vez al loened a-ratozh evit o c'hig (chatal pe loened bihan) pe e c'hell ar c'hig bezañ ur produ ouzhpenn pa vez savet al loened evit un abeg all (laezh, vioù, gloan hag all). Pa vez er mod-se, al loened re gozh a vez treuzfurmet e kig memestra.

Graet e vez jiboez eus al loened chaseet evit o c'hig.

E broioù zo hag e relijionoù zo e c'hell tammoù kig, pe seurtoù kig, pe ar c'hig da vat bezañ difennet dre abegoù disheñvel.

Remove ads

Etimologiezh

Diwar ar ger henvrezhonek cic, kic 1339, da geñveriañ gant ar gerioù cig e kembraeg, kyk e kerneveureg, cíoch en iwerzhoneg, cico- e galianeg[1].

Ar ger kig a vez implijet ivez e brezhoneg evit kalz traoù liammet, kigaj, kigder, kigenn, kiger, digigañ, tric'hig hag all.

Perzhioù ar c'hig, boued ha yec'hed

Boued a galite eo ar c'hig dre ar proteinioù a zo ennañ (Etre 20 ha 30% hervez ar seurt kig). Kavet e vez er c'hig trenkennoù amine pennañ ne c'hell ket bezañ stummet gant ar c'horf. Mineralioù a vez kavet ivez, dreist holl houarn er c'hig ruz. Vitaminoù a zo ivez dreist holl vitaminoù B. Druzoni a zo c'hoazh mui pe vui hervez an tamm kig hag ar seurt loen (tro dro 10,7 g / 100 g a geidenn).

An elfennoù boued a c'hell bezañ disheñvel-tre hervez spesad hag oad al loen, ar pezh en deus debret ha peseurt tamm kig eo.

Remove ads

A bep seurt kig

Renket e vez alies ar seurtoù kig hervez o liv

  • kig ruz o tont eus ar chatal, ar c'hezeg, ar spilhenn houad
  • kig gwenn o tont eus al laboused, eus al loened bihan (lapined hag all), eus ar moc'h pe eus al leue
  • kig du o tont eus ar jiboez

Renket e vez ivez ar seurtoù boued hervez o orin

  • kig sevel loened
  • kig dreineg pe jiboez

Posupl eo ivez renkañ ar seurtoù kig hervez ma eo bet treuzfurmet pe get

  • kig fresk
  • kig sec'het
  • kigaj

Pennadoù kar

Levrlennadur

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads