Bredual

kumun Il-ha-Gwilen From Wikipedia, the free encyclopedia

Bredual
Remove ads

Bredual a zo ur gumun eus Breizh e kanton Reuz e departamant Il-ha-Gwilen. E-barzh Roazhon Meurgêr emañ.

Muioc'h a ditouroù Anv gallaouek, Anv gallek (ofisiel) ...
Remove ads

Douaroniezh

Anv

  • Erwan Vallerie ː Montual, XIVvet; Notre-Dame de Montual, 1555

Ardamezioù

En aour e borched iliz en argant loc'hant ouzh beg, mogeriet ha digor en sabel, lennet en glazur ha leinet gant tour iliz al lec'h ivez en argant, mogeriet ha digor en sabel ha toennet en glazur; e vevenn en gul plezhek en argant.

Istor

Bredual e oa trev Morzhell.

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • 30 gwaz ag ar gumun gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,46% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].

Eil Brezel-bed

  • Mervel a reas c'hwec'h den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Trevadennoù

Brezhoneg

  • 1,6 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[3].

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Gorroidigezh an Intron-Varia.
  • Ouzhpenn 107 savadur renablet a zo er barrez met n'eus monumant istorel ebet. Gallout a reomp menegiñ an iliz "Notre-Dame-de-Montual" hag unan eus koshañ ti eus Bro-Roazhon hag a vefe eus 1520.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudennoù[4].

Emdroadur ar boblañs

Niver a annezidi

Melestradurezh

Muioc'h a ditouroù Mare, Anv ...

Tud liammet ouzh ar gumun

  • E miz Gwengolo 1943 en doa kavet repu an nijer amerikan Georges C. Padgett e ti-feurm Jean Bohuon (tad ar maer e-karg abaoe 2001) ha kuzhet ouzh an Alamaned. Plasenn an ti-kêr a zo bet anvet diouzh e anv.
  • Roger Beaulieu a oa maer ha rener skol publik ar gumun. Roet e oa e anv d'ar skol adsavet hag addigoret e 2005 gant ar maer Jean-François Bohuon hag ar c'hannad Philippe Rouault.

Ardamezeg ar familhoù

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads