Britney Spears

From Wikipedia, the free encyclopedia

Britney Spears
Remove ads

Britney Jean Spears, ganet d'an 2 a viz Kerzu 1981, zo ur ganerez, aktourez ha korollerez stadunanat.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thumb
Britney Spears e (2016).
Remove ads

Buhezskrid

Ganet eo e McComb, Mississippi, met desavet eo bet e Kentwood, Louisiana, aktourez eo bet war al leurenn pe evit abadennoù skinwel pa oa-hi bugel. Goude-se e sinas ur gevrat gant Jive Records e 1997. Kentañ hag eil pladenn studio Spears, ...Baby One More Time (1999) hag Oops!... I Did It Again (2000), a voe brudet-mat dre ar bed a-bezh. Dont a rejont da vezañ ar pladennoù gwerzhet ar muiañ gant un arzour e-unan evit ar grennarded. E 2001, Spears a embannas he zrede pladenn studio anvet hervez hec'h anv, Britney. Ouzhpenn-se e c'hoarias ar roll pennañ er film Crossroads (2002). Evit he fevare pladenn studio e oa e-penn ar c'hrouiñ penn-da-benn, In the Zone (2003), brudet mat e voe dreist-holl dre ar ganaouenn "Toxic".

Britney Spears a voe rediet da reiñ un harz difin d'he micher e 2007 abalamour da gudennoù personel lies. He fempvet pladenn studio, Blackout, a voe embannet e 2007, enni kanaouennoù lies a voe brudet mat evel "Gimme More" pe "Piece of Me". He doareoù bevañ o vont war fallaat kement hag e mondone etre an ospitalioù a voe ledet war ar bloavezh a-bezh. Ken fall e oa he stad dezhi ma voe savet ur c'huratelezh, hag a badas betek miz Gwengolo 2021[1].

Kristenien e oa he zud. E deroù he buhez vicherel e tifennas Britney Spears talvoudoù ar virourien amerikan. Embann a rae bezañ gwerc'hez, hag a-enep an darempredoù reizhel a-raok an eured, rak ar briedelezh a oa un « ensavadur sakr » hervezi.

Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads