Browning HP

From Wikipedia, the free encyclopedia

Browning HP
Remove ads

Ar Browning Hi-Power, anvet ivez Browning HP 35, Browning GP 35 pe FN Browning GP 35, zo ur bistolenn damaotomatek produet gant an embregerezh belgiat FN Herstal abaoe 1935. Unan eus an armoù-tan dorn brudetañ eo.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Remove ads

Istor

Pa varvas John Browning e miz Du 1926 e oa o labourat war ur bistolenn nevez evit an FN Herstal. Goude e varv e kendalc'has an ijinour belgiat Dieudonné Saive da labourat war an arm nevez. Produet e voe adalek 1935 dindan an anv Hi-Power, pe GP (Grande Puissance) e galleg. Choazet e voe evel arm-dorn standart nevez arme Belgia un tammig goude[1].

Mont a rae en-dro gant ar sistem argil berr a veze implijet war bistolennoù all evel ar Colt M1911, met Dieudonné Saive a zeuas a-benn da sevel eviti ur c'harger uhel e endalc'h (13 kartouchenn) pa oa 7 pe 8 kartouchenn endalc'h kargerioù ar braz eus ar pistolennoù all d'ar poent-se[2]. Ouzhpenn-se e tiskouezas an arm bezañ solut ha fiziapl. Ur blatinenn un-ober a zo d'ar Browning HP.

Meur a astumm eus an arm a zo bet abaoe 1935. Unan evit ar sportoù tennañ, ar Competition, produet adalek 1980, a oa gantañ ur c'houch reoliek, un eneppouez e dibenn e ganol, ha kemmoù all evel ur pouez-loc'hañ izeloc'h[3]. Ur stumm daou-ober, an FN HP-DA,a voe deveret anezhañ er bloavezhioù 1980[1]. Ar stumm modern produet abaoe 2018 gant FN USA a zo dezhañ ur c'harger uheloc'h e endalc'h ha lodennoù e polimer war dornell an arm[4].

Remove ads

Implijerien

An eil arm koshañ implijet c'hoazh gant armeoù zo er bed eo ar Browning HP, goude ar Colt M1911. E-touez an degadoù a vroioù o deus prenet skouerennoù pe savet kopiennoù dindan aotre evit o arme e kaver ar Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall, Gres, Iwerzhon, Stadoù-Unanet Amerika, Israel, India pe Aostralia.

An arm nemetañ eo a servijas da vat e daou du e-pad an Eil Brezel-bed, pa rae ar Gevredidi gant skouerennoù produet e Kanada gant an embregerezh Inglis, hag an Alamaned gant reoù produet e uzinoù an FN Herstal ac'hubet e Belgia[1].

Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads