C++

lavar programmiñ From Wikipedia, the free encyclopedia

C++
Remove ads

Un arwelladenn eus an areg C (pe lavar stlennegel C) eo an areg C++. Ergrafet e oa bet an areg-mañ gant Bjarne Stroustrup, un ijinour anezhañ, e oa bet ouzhpennet gantañ d'an areg C aroueziadurioù ar gouleviñ erduet ergorennoù. Evel-se e oa bet ijinet un areg nevez e difin ar bloavezhioù 80 anvet "C with classes". Da dennañ ouzh an ditour e C "++" arveret d'azvuiadañ ur werzhad e oa bet anvet diwar neuze an areg nevez C++ da lakaat da c'houzout eo an areg C++ un arwelladenn eus an areg C (areg C + 1).

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Implij ...
Remove ads

aroueziadurioù an areg C++

Restr tarzh ur goulev e C++ e vez ouzhpennet un astenn .cpp dezhi hag ur restr destenn eo. Ur restr destenn nann mentrezhet e rank bezañ eleze ec'h endalc'h nemet nodoù ASCII diazez.

Pa vez prest ur goulev e ranker kempunañ anezhañ gant ur c'hempuner d'e arnodiñ. Ar c'hempuner a dro an areg C++ en areg ijinenn evit ma vo en araez da vezañ keweriet gant ar c'hewerier (pe mikroprosesor).

Revoud a ra Amvaoù (endroioù) Danzen Kevanek (ADK) (Environnements de Développement Intégré - IDE - e galleg) a gevaraez danzen ar goulevioù e C++. Ar re bennañ a zo da skouer :

> Borland C++

> Borland C++ Builder

> Microsoft Visual C++

Tennañ a ra ur goulev e C++ ouzh unan skrivet e C ma keñverier o neuz nemet ma vez kavet "rummoù" e-barzh hini e C++ (erduet ergorennoù).

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads