Lavar programmiñ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ul lavar, ur yezh programmiñ, un areg gouleviñ, zo ul lavar kalvezadel savet evit reiñ urzhioù hag a c'hell bezañ sevenet gant un ardivink, un urzhiataer peurvuiañ. Al lavarioù programmiñ a c'hell bezañ implijet evit krouiñ programmoù (pe : goulevioù, poelladoù) a gontroll emzalc'h un ardivink, evit seveniñ un algoritm resis, pe evit eskemm gant un den.
Al lodenn vrasañ eus al lavarioù programmiñ zo enno doareoù-skrivañ dibar en o ereadurezh. Lod lavarioù a zo termenet en un teul a-ratozh : da skouer, ar C (lavar programmiñ) zo termenet gant an ISO. Lavarioù all, evel Perl, zo enno ur c'hefloueradur (staliadur ur programm bennak en un ardivink) implijet evit dave.
Pep lavar programmiñ zo ennañ ur steradur (ster ar gerioù) hag ur c'hevreadur ivez (kevreañ ar gerioù a ya d'ober ar "frazennoù").
Meur a seurt lavar programmiñ zo, a c'heller renkañ hervez o live. « Lavarioù a live izel » reer eus al lavarioù tost da lavar binarel an ardivink, evel an assembler language / symbolic machine code, ha « lavarioù a live uhel » eus ar re a zo tost d’an doare ma soñj un den, evel C++.
Nemet e c'heller o renkañ ivez hervez an doare ma vez peurgaset ar programmoù skrivet gante gant an urzhiataer a-raok bezañ erounezet gantañ : al lavarioù kompilet hag al lavarioù jubennet.
- Al lavarioù kompilet a vez savet gant ur c’hempuner da gendastum ar programmoù d'ober ur restr-tarzh a c'hello neuze bezañ erounezet war un dro gant an ijinenn. Al lavar C, da skouer, zo ul lavar kompilet.
- Al lavarioù jubennet o deus ezhomm ur c'haser urzhiadoù evit lakaat programmoù da labourat ; PHP a zo ul lavar jubennet.
Python eo al lavar programmiñ a zo bet implijet ar muiañ e 2024 hag e miz Genver 2025 ; C++ eo an eil[1].
Remove ads
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads