Caerllion
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Caerllion (Caerleon e saozneg ; brezhonekaet e Kerleon a-wechoù[1]) zo ur gêriadenn vihan eus su Kembre, en hanternoz da gêr Casnewydd, war lez ar stêr Wysg[2].


Istor
D'an istorourien ez eo pouezus Caerllion abalamour ma'z eus bet kavet enni aspadennoù eus ur c'hreñvlec'h kozh eus Oadvezh an Houarn hag eus ur c'hreñvlec'h all, unan roman, anvet Isca Silurum pe Isca Augusta, ma voe diazezet e-pad pell soudarded al Legio II Augusta. Tost d'an aspadennoù roman ez eus bet digoret daou virdi, an National Roman Legion Museum hag ar Roman Baths Museum. El lennegezh eo brudet Caerllion ivez : e-barzh Historia Regum Britanniae, gant Jafrez Menoe, ez eo Caerllion unan eus kêrioù pouezusañ Breizh-Veur ha kêr-benn ar roue Arzhur.
Remove ads
Anv
- 'Isca
Rivet & Smith, p. 378[3]
- I.A. 4844 (Iter XII) : ISCAE LEG. II. AIGUSTA / ISCAE LEIA ..., ISCAE LEGIS ...
- I.A. 48410 (Iter XIII) : ISCA
- I.A. 4858 (Iter XIV) : ISCA
- Ravenna 10624 : ISCA AUGUSTA
Talvoudegezh : diwar an ar stêr Isca = Dour
- Caerleon
Eilert Ekwall, p. 81, 1[4].
- Welsh Caerlleon ar Wysg.
- Iskalis (for Iska leg.) c. 150 Ptol, Isca Leg. II Augusta 4 IA;
- Cair Legeion (Legion) guar Usic, c 800 HB
- Carlion, Carlion, DB
- Cairlion, civitas legionum c 1150 Liber Landavensis
- Kaerleun, i.e Legionum urbs 1191 Giraldi Cambresis
- Karlion bi Uske, Kairliun 1205 Layamon's Brut
- Cair llion ar Wysc 13 Mabinogion
Talvoudegezh : "kreñvlec'h / kastell al (an eil) lejion". Ar Wysg = war lez ar stêr Wysg, evit diforc'hañ diouzh Caerlleon = Chester.
Martezeadennoù romantel :
- kêr al leon, al leon o vezañ arouez ar roue, ar roue Arzhur evel-just. (nemet arouez ar Roue Arzhur e oa teir kurunenn en aour !)
- kêr al lejion, al lejion roman diazezet eno. Diwar an anv-se e teufe anv Bro-Leon ivez (hag ez eus displegadennoù ?)
Remove ads
Arkeologiezh roman
Mogerioù ar c'hamp
- A view of the ruins of a Roman tower at Caerleon
Logelloù
Kelc'hva / Añfiteatr
- Caerleon Amphitheater Panorama
Traoù a bep seurt
- Mein bez
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads